Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an darvoudoù zo da zont pe a denn d'ur vartezeadenn ; gant ur v. en e st. nac'h, en amzer da zont pe en doare-div.) Nep gwezh, e nep mare. Ne'm eus laeret biskoazh ha ne laerin biken. Biken ne zilezo ar garg-se. Ne gredfent biken un hevelep koñchenn. Biken ken, biken mui. DHS. biskoazh, james, kammed, morse, nepred. HS. birviken. & (krenvaet gant ar gerioù foeltr, tanfoeltr) Foeltr biken ne rin ar pezh a c'houlennez diganin ! Tanfoeltr biken ne lakaint o zreid en ti-mañ. & Tr. estl. Foeltr biken ! : biken ! & Biken ebet ! : biken ! N'oufen biken da grediñ, o nann, biken ebet ! II. 1. Da viken, evit biken, betek biken : en holl amzer da zont, hep ma vefe termen ebet. Eno e rankin chom da viken. Aze e chomi betek biken ? & Trl. A-viskoazh da viken : atav, hep deroù na termen. 2. Ger a dalvez da grenvaat atav. Biken atav e vez e vreur en ti-se.

Exemples historiques : 
69
Masquer la liste des exemples

Biken ne rin kement-se.

1850
Référence : GON.II p.87, "Jamais je ne ferai cela".

Biken ne ray an dra-se evel m’eo dleet.

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, « Jamais il ne fera cela comme il faut ».

biken

1850
Référence : GON.II pg bikenn, birvikenn, bis, biskoaz, bisvikenn, kammed, népréd, né (-préd) (Jamais - par rapport au futur-).

Biken ne rin kement-se.

1850
Référence : GON.II pg bikenn (Jamais je ne ferai cela).

Biken n'hello tevel.

1850
Référence : GON.II p.88, livre second, « Jamais il ne pourra se taire ».

da viken

1850
Référence : GON.II pg bikenn (A jamais, pour jamais).

Ho mab ne vezo biken nemet un azen.

1850
Référence : GON.II pg azen (Votre fils ne sera jamais qu'un âne, qu'un ignorant).

Na vourro biken diouzh ho toare.

1850
Référence : GON.II pg bourra (Il ne se fera jamais à votre manière d'être).

Ne gollo biken e vav.

1850
Référence : GON.II pg baô (Il ne perdra jamais sa stupidité, sa timidité).

Ne vezo biken nemet ur barged.

1850
Référence : GON.II pg barged (Ce ne sera jamais qu'une buse, un sot).

— Bremañ eo sklaer an deiz hag e weler ac’hanoc’h. N’hor beus ket kalz aon : Doue n’hon dilezo ket. — Doue ! Doue ! me a lakaio ac’hanoc’h da ankounac’h anezhañ. — Biken !

1850
Référence : GON.II p.170

Ne c'hellin biken dasorc'hiñ an tan.

1850
Référence : GON.II pg dazorc'hi (Je ne pourrai jamais rallumer le feu).

Ne c'hellot biken diastuziñ ar bugel-se.

1850
Référence : GON.II pg diastui (Vous ne pourrez jamais enlever la vermine de la tête de cet enfant).

Ne fello biken dezhañ diberc'hennañ.

1850
Référence : GON.II pg diberc'henna (Il ne voudra jamais se désapproprier), diberc'heñta

Biken ne c'hellot e zidamallout diwar-benn kement-se.

1850
Référence : GON.II pg didamallout (Vous ne pourrez jamais le disculper à cet égard).

Ne c'hellot biken e zifourkañ alese.

1850
Référence : GON.II pg difourka (Vous ne pourrez jamais le débusquer de là).

Biken na c'hellot o diframmañ.

1850
Référence : GON.II pg diframma (Vous ne pourrez jamais les séparer, les disjoindre).

Biken n'ho tilezin.

1850
Référence : GON.II pg dilezel (Jamais je ne vous abandonnerai).

N[e] c'hellin biken diveinañ al liorzh.

1850
Référence : GON.II pg diveina (Je ne pourrai jamais épierrer le jardin).

Biken na zeuot a-benn eus a gement-se.

1850
Référence : GON.II pg doñt, doñd, donet (Vous n'en viendrez jamais à bout).

Na c'hellot biken e gavout e-kreiz kemend-all a dud.

1850
Référence : GON.II pg é-kreiz ou ékreiz (Vous ne pourrez jamais le trouver parmi tant de monde).

Biken n'em gwelot e-touez an dud-se.

1850
Référence : GON.II pg é-touez, étouez (Vous ne me verrez jamais parmi ces gens-là).

Evit lavaret krenn, ne gredfe den biken / Piv eo a gemeras da bried hor glufenn ? / Ur jilgamm, hanter dort hag ouzhpenn born-iskis.

1867
Référence : MGK p57

Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken emañ 'n nec'h, an enkrez atav war ziarbenn ar re a vez en hent !

1867
Référence : MGK p17

An touseg-se, an den, oc'h pep prezeg[,] bouzar, / Ne lavaro biken : « Pevar droatad douar / Am goloio er bez. »

1867
Référence : MGK p96

« Ha me ranko noz-deiz chom sioul en ho kichen ? / Kenavo evit mat ! Mar teu din biken c'hoant / D'ho koulenn a-nevez, grweg re fur ha re goant, / Me fell din er bed all, evit va fec'hejoù, / Kaout div c'hrweg eveldoc'h d'am broudañ gant spilhoù. »

1867
Référence : MGK p76

Ouc’hpenn-se, ober a reas c’hoazh un tamm skrid hag a lennas d’e vikeled-vras evit disklêriañ ne deuje biken da douiñ sentiñ ouc’h al lezennoù dizoue nevez-graet.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Biken ne c’hellin trugarekaat re ac’hanoc’h eus ar vad a rit evidon.

1877
Référence : EKG.I. p.52

N’en divije biken kredet e vije bet ar person "intru" en o zouez.

1877
Référence : EKG.I. p.127

Pet den a voe lazhet eno dre drubarderezh ? Pet den a voe merzheriet en deiz-se, abalamour d’o c’harantez evit Doue, war hent Santez Berc’hed ? Den n’her gouezo biken.

1877
Référence : EKG.I. p.168

Hag en divije gouezet n’en divije biken kredet e vijent bet ken disakret ; n’en divije ket kredet e vije deuet tud, dre zroug ouc’h Doue, da ober ker gwazh d’e servijerien.

1877
Référence : EKG.I. p.43

Bennozh Doue deoc’h evit ar garantez a ziskouezit din : Me, n’hoc’h ankounac’hain biken, n’ho tilezin ket, mar gellan.

1877
Référence : EKG.I. p.12

— Ne lavarin ket, groñs. — Ha ne lavari ket ? — Nann, nann ! biken.

1878
Référence : EKG.II p.159

biken

1909
Référence : BROU p. 206

Tañfoultr biken

1909
Référence : BROU p. 239

Galvet omp gant an doueed, nemet n’ouzomp ket da belec’h emaomp o vonet ; n’ouzomp ket hag en em welimp biken ken !

1923
Référence : SKET p.104

Teir a zo ac’hanomp, ganet gant an hevelep mamm, engehentet gant an hevelep tad, kresket a-gevret hep en em zisrannañ biskoazh. Teir ac’hanomp, hag unan hepken dre ar gwad, ar galon, ar gengarantez ! Netra n’hor ranno biken !

1923
Référence : SKET p.107

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Référence : SKET p.5-6

Un dlead deomp-ni, o gournizien, kerzhout war o roudoù hag ober hor galloud ma vo Keltia-da-zont par – ha dreist zoken ! – da Geltia-‘zo-bet. Keltia da viken !!

1923
Référence : SKET p.6

An douaroù milliget-se, ma kantre enno al leoned hag an naered a voe lakaet gwechall gant an doueed, savet droug enno, da ouelec’hioù hesk, dizour ha dic’hlasvez, da viken gourlosket gant an heol.

1923
Référence : SKET p.17

Ha kollet da viken an holl deñzor-se a skiant !

1923
Référence : SKET p.20-21

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Référence : SKET p.26

A-hed mizvezhioù ha bloavezhioù e c’hellfes bale bro ez raok ; pe war-du ar Sterenn, pe war-du ar C’hreisteiz, pe war-du ar C’hornog e kemerfes da hent, n'oufes biken tizhout an harzoù anezhañ.

1923
Référence : SKET p.73

N’en em lezit biken da vont da sklaved ho peg milzin hag ho kof ; na rit lontregezh ebet en dibriñ pe en evañ !

1923
Référence : SKET p.51

Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed (1).

1923
Référence : SKET p.75

Hogen, Tekos, emezi, dalc’h koun da viken a gement-mañ : nerzh, yec’hed ha kened korf ; nerzh, yec’hed ha kened ene ; nerzh, yec’hed ha kened spered, ar re-se eo an nav fennvad ma tiver diouto pep mad all.

1924
Référence : SKET.II p.28

Biken ne zigemeri a-ziwar he divrec’h ar mab he devo ganet dit.

1924
Référence : SKET.II p.45

Evit o mirout ez eus reolennoù na dleer o zerriñ biken.

1924
Référence : SKET.II p.28

Piv a c’hallo biken pouezañ e balañs ar vuhez talvoudegezh ur vennozh a garantez war spered ha war galon un den yaouank.

1925
Référence : BILZ2 p.180

Plijadur en devoa, laouen e oa e galon, pa wele an dimezellig : levenez an hini, a wel ur vleuñvenn gaer o parañ el liorzh, pehini ne zigoro biken evitañ he [d]or.

1925
Référence : BILZ2 p.179

da viken

1927
Référence : GERI.Ern pg biken

biken

1927
Référence : GERI.Ern pg biken

O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...

1929
Référence : SVBV p.18

N'eus forzh penaos, kenframmet ha kenstummet eo bet an toulloù-se ha biken ne vije bet krouet diwar frailhennoù boutin ur wir draonienn evel ma 'z eo foz Kapbreton.

1943
Référence : TNKN p65

An douar a zo din hag a vezo din da viken.

1944
Référence : EURW.1 p9

Ne greden ket em bije bet afer gantañ biken, ha koulskoude, an traoù a zigouezh drol.

1944
Référence : EURW.1 p.202

An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk ["choug"], ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »

1944
Référence : ATST p.57

Ha satanazet ne vo ket va zi-forn… james-biken ! pe gwazh a se evit an diaoul, hein ! »

1944
Référence : ATST p.90

« Biken ne c’hellin dont a-benn da heñchañ ar vag pounner-mañ ; nann biken. »

1944
Référence : ATST p.95

Anaoudegezh am bezo dezho da viken evit o ledander a spered.

1944
Référence : EURW.1 p63

Daleañ en dije talvet kement ha biken.

1949
Référence : SIZH p.59

- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.

1949
Référence : SIZH p.49

Ma matezh 'ro kalonad din, / Ha sentiñ ouzh he ali hakr, / Da ober droug, biken ne rin !

1960
Référence : PETO p34

Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.

1960
Référence : PETO p12

E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !

1960
Référence : PETO p83

an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se".

2012
Référence : DJHMH p18

Ur c'hoant a-viskoazh da viken hag a vez gant an arzourien a bep bro.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Ne ouio biken ar pezh a lavari din. A-hend-all, ar pezh a lavarez d'ar gêrreizh a chom kuzh. Nemet e vije ret dit dont da desteniañ dirak al lez-varn d'ur c'houlz bennak met ne gav ket din e c'hoarvezo. Komz dizaon neuze.

2015
Référence : EHPEA p48

Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken.

2015
Référence : EHPEA p58

Étymologie

Termen savet diwar an elfennoù "biz", stumm eus ar verb bout/bezañ en amzer-da-zont, (kar d'ar c'hembraeg byth) hag an adverb "ken". Biz + ken > biken. Ar ster hollek o vezañ "(n)a vo ken". S.o. "birviken" ha "biskoazh".

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux