Tañfoultr biken
Nemet e tlee padout an adkarantez-se, hep keuz, na digresk, na divlaz biken, keit hag ar Bed hag an doueed (1).
da viken
biken
N'eus forzh penaos, kenframmet ha kenstummet eo bet an toulloù-se ha biken ne vije bet krouet diwar frailhennoù boutin ur wir draonienn evel ma 'z eo foz Kapbreton.
An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk ["choug"], ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »
Ha satanazet ne vo ket va zi-forn… james-biken ! pe gwazh a se evit an diaoul, hein ! »
« Biken ne c’hellin dont a-benn da heñchañ ar vag pounner-mañ ; nann biken. »
Daleañ en dije talvet kement ha biken.
- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.
Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.
an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se".
Ur c'hoant a-viskoazh da viken hag a vez gant an arzourien a bep bro.
Ne ouio biken ar pezh a lavari din. A-hend-all, ar pezh a lavarez d'ar gêrreizh a chom kuzh. Nemet e vije ret dit dont da desteniañ dirak al lez-varn d'ur c'houlz bennak met ne gav ket din e c'hoarvezo. Komz dizaon neuze.
Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
biken