1. [1985] Ur viken : ur pell amzer.
[1985] Ne c'helle ket kement-se avat padout ur viken.
Ur viken e oa padet ar veaj. Eno emaint abaoe ur viken.
HS. hirnez.
2. [1927] Evit ur viken : evit biken.
[1927] Evit ur biken.
3. Trl., dre fent, goap.
Gouel sant Bikenig, deiz sant Bikenig : devezh na zeuy ket, darvoud na c'hoarvezo ket.
Amañ e chomo c'hoazh ken na vo lidet gouel sant Bikenig. Paeet e viot da zeiz sant Bikenig.
4. Trl., dre fent
An deiz goude biken : un deiz na zeuy morse.
Div pe deir gwech dija e oa bet ret din krennañ diwar e bae ; ne c'helle ket kement-se avat padout ur viken, ne oa netra zoken evit e lakaat da anzav, ha setu perak e oa bet ret lavarout dezhañ klask plas e lec'h all.