Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant ur viñs-enaou-tan. N'oa ket brav, m'el lavar deoc'h, firbouchat re an obuzioù-se na kennebeut c'hoari ruilh-kaik ganto. N'eo ket gant tud moñs kennebeut all, e vefent bet lakaet a-rezadoù an eil war c'horre egile.
D'an 20 a viz du e kimiadomp eta diouzh Ntoum, ha leun-kouch hor pinasenn eo e tiskennomp an Nzeme, kaset gant red ar mor o vezañ ma oa al loar-gann daou zevezh a-raok.
Mots précédents
Mots suivants
leun-raz