[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].
Bep tro ma felle dezho briata o c'haredig pe ma stage hemañ d'ober un tamm frotañ dezho, kammed ne veze ankounac'het ganto klenkañ en un diretenn an Itron-Varia Lourdez pe Jezuz ouzh e groaz, betegouzout na glevje ha na welje ar skeudennoù sakr-se tra pe dra gouest d'o feukañ ha d'o glac'hariñ.
Mots précédents
Mots suivants
lourdiz