Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.

1944
Daveenn : EURW.1 p64-65

Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leizh a dud eus hon anaoudegezh, ar bagonioù a oa leun-kouch ha diskoñfortus ; pep hini a oa gantañ paneradoù boued hag evaj ; alies e chomed eurvezhioù er garioù ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout mirakloù Lourd.

1944
Daveenn : EURW.1 p65

E Lourd, e-pad ar prosesionoù e kanemp kantikoù brezhonek ; hag en hon amzer-vak ez aemp a-gevret da welout ar vro dostañ : Bethanie ha Cauterets.

1944
Daveenn : EURW.1 p65

[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].

1954
Daveenn : VAZA p.36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial