Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. Merdead. Merdeiñ gwech a-gleiz, gwech a-zehoù d'an hent a heulier evit gallout tennañ splet eus un avel a-benno kinnig dezhañ pep tu eus ar vag a bep eil. Ranket o doa loveañ a-barzh gallout dont er porzh. [1954] [...] ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro. II. V.k.e. [1954] [1954] Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

lovañ

1659
Référence : LDJM.1 pg lova

lofiñ

1732
Référence : GReg pg bouliner (aller à la bouline)

lofet

1732
Référence : GReg pg bouliner (aller à la bouline)

lofiñ

1732
Référence : GReg pg bouliner (aller à la bouline)

lovat

1909
Référence : BROU p. 395 (louvoyer)

Saig, ur briz reut a avel anezhi, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn kleiz ar skoud vras troet war an taked, a ziskoueze d’ar paotr penaos dizaveliñ ar [ouel vras], lofiñ dindan ar rizennadoù.

1925
Référence : BILZ2 p.107

Rust an amzer, gros ar mor, pa ranke ar Gwennili loveal en antre ar porzh, evit amprou ar paotr, e batron a fizie ennañ ar varrenn stur.

1925
Référence : BILZ2 p.107

— Eomp ! eomp ! eme unan eus ar vartoloded, eomp ! Tre a zo, ha gant an tre, daoust d’an avel da vezañ a-benn… loveal a refomp.

1925
Référence : BILZ2 p.170

Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.

1954
Référence : VAZA p.8-9

Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !

1954
Référence : VAZA p.88

Ne oa ket peurzifourket an daou lestr-reder e lenn Fort-de-France, kêrbenn an enezenn vras Martinika, ma lovee dija e[n]-dro dezho un hanter-kant bennak a vigi leun-kouch a verc’hed yaouank du pe duoc’h, met petra ’vern […].

1954
Référence : VAZA p.91

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux