Va zad-kozh, Jakez an Aubin, a oa un den a vent vrav, treut ha kreñv, lemel e varv a rae da [sic] Sadorn, nemet ur pezh torkad reun louet miret gantañ a bep tu d'e zremm krizennet e-giz an darn vuiañ eus martoloded gwechall rak, atav o loveal du-mañ ha du-hont war vourzh listri-brezel, bevet en devoa e-pad pemp bloaz warn-ugent pell-pell eus e vro.
Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !
Hogen, na pegen stag e oan ouzh netraigoù am boa gwelet ha klevet kant ha mil gwech hep ober fed outo ! c’hwezh ar melchon nevez droc’het [nevez-droc'het], ken c’hwek da serr-noz ; er pellder, harzh damvouget ur c’hi raouiet ; koabrennoù o loveal, ken skañv, ken mistr al lien anezho ha skeud ur gannerezig-dour o tremen a-rez ur wazh ; ar stered kentañ o taskrenañ gant ar riv marteze pe dre aon rak ec’honder an neñvoù ; ha du-hont, e tu all da ziv stêrig Landreger, ar c’hlaz en tour besk war dosenn Dredarzeg, ken tener em skouarn ar son anezhañ ma krede din e glevout c’hoazh o tintal, hag eñ tavet ur pennad ’oa.