Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Gouloù. 2. Fizik Anadenn fizikel zo anezhi skinadur gwagennoù tredanek ha gwarellek pe ul lanvad rannigoù gremm hep tolz. Tizh al luc'h er goullo zo e-tro 300 000 km/s. & Luc'h gwenn : a c'hall bezañ digejet hervez livioù ar ganevedenn ; luc'h an heol. & Luc'h du : skinadurioù uslimestra a laka korfoù zo da vezañ luc'hus. 3. Perzh udb. a zistaol gouloù. DHS. lintr, lufr, sked. HS. gouloù.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

luc'h

1850
Référence : GON.II pg lûc'h

Evit an douar, gwenn-kann da gentañ evel ur pezh-houarn war deuziñ, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da louet, betek koll pep luc’h ha pep tommder.

1923
Référence : SKET p.28

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Référence : SKET p.26

O luskañ war-raok ker buan hag al luc’hed, e tremene dre greiz etre treid an daou venez, e treuze ar saonenn strizh hag e tizhe Bro al Luc’h Peurbad, ar Pradoù Bleuñvek, o frouezh-aour hag o delioù-heson an avalenned warno, hag enno o kerzhout hag o peuriñ kezekenned an Deiz.

1923
Référence : SKET p.72 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 72, lin. 4 kent an dibenn, lenn : « aour o frouez ha heson o deliou an avalenned… »").

Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.

1923
Référence : SKET p.121

"luc’h" g.

1923
Référence : SKET p.184, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Lumière, éclat".

« Evel-se eo o deus da lazhet, douger al Luc’h, erer madelezhus an Deiz », eme an den yaouank.

1924
Référence : SKET.II p.43

luc’h-meur an daouarn

1924
Référence : SKET.II p.134 « Geriadurig » « "Grande lumière des mains" ; sur ce procédé de divination, voir d’Arbois, Intr. p. 246-9 ; Civilisation des Celtes, p. 89. ».

luc'h

1931
Référence : VALL pg brillant

Marzh an dour sioul ha dastorridigezh al luc'h.

1985
Référence : DGBD p84

Da Wener[-]ar[-]Groaz hepken e vo distro, hanter zall a-forzh da sellout en e ardivinkoù e luc'h trellus an aberioù.

1985
Référence : DGBD p138

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux