Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Perzh udb. zo lufr, zo bet lufret. Lufr an dir. Lufr an arrebeuri. & Trl. Reiñ lufr d'udb. : e lakaat da lufrañ. Reiñ lufr d'un tog. 2. Dre skeud. Brud. Ar sked hag al lufr eus e vertuzioù. Hag e lakaas war e anv ul lufr ha na gallo biken. & Trl. Reiñ lufr d'un darvoud, d'udb. : e vrudañ, e lakaat war wel, e reiñ da anavezout. Lufr a fell din reiñ d'ar varnedigezh-mañ. Labourat a reomp evit reiñ lufr d'hor pinvidigezhioù sevenadurel. HS. sked.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

lufr an stered

1732
Référence : GReg pg (le) brillant (de la Lune, des étoiles)

lufr

1732
Référence : GReg pg (le) brillant (d'un corps lumineux), éclat (splendeur, lustre, brillant), flamme (flamme, éclat, vivacité.)

al lufr

1732
Référence : GReg pg (le) brillant (d'un corps lumineux)

lufr

1850
Référence : GON.II pg lufr, lugern, skéd

Kefridi ar c’hwec’h-mañ ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intrañ kannded ar murioù, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeradurioù hag al listri-aour.

1923
Référence : SKET p.65

Kaou an Ourz a oa ur mell den terrupl, dezhañ ur pezh penn, seblant ur gourener, hag e gwirionez, gourener e oa ; e skridoù brezhonek ha gallek war ar « C’hourrier » o doa roet ul lufr dispar d’ar gazetenn-se.

1944
Référence : EURW.1 p.95

Skediñ a reas he dent en ur vousc’hoarzh ouzh al lean, dre ma stoue he malvennoù war lufr teñval he daoulagad.

1949
Référence : SIZH p.37

Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent

2013
Référence : LLMM niv. 399, p. 21

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux