I.
1. A lufr, a lugern.
Marbr lufr. Paper lufr.
2. (db. ar selloù)
A ziskouez bezañ bividik.
Daoulagad lufr.
II.
Dre ast.
1. Plaen, levn.
Erru e oa lufr rodoù ar c'harr.
&
Trl. kv.
Lufr evel ur sklasenn : lufr-tre.
Plaen e oa ar mor, lufr evel ur sklasenn.
2. Riklus.
Lufr eo ar plañchod.
HS. ramp.
ES. dilufr.
Eus ar c’hoabrennoù gwenn ha louet e tennas danvez o empenn hag eus ar morvezhin lufr hini o blev.
Eus ar c’hoabrennou gwenn ha loued e tennas danvez o empenn hag eus ar morvezin lufr hini o bleo.
1923
Référence :
SKET
p.29
Azezañ a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr.
Azeza a raent war ar skaon uhel prenn-lufr kinklet-aour a oa e-kreiz ar c’harr.
1923
Référence :
SKET
p.61
Dinerzhañ a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’hwi gounezet, goustadik, goustadik e c’hed, d’e heul, war an hent ye [sic] (1), met ken lufr, ken ramplus [,] ar [p]lijadurezhioù !
Dinerza a ra ho kalon hag ho spered, ha setu c’houi goneet, goustadik, goustadik e c’hed, d’e heul, war an hent iè (1), met ken lufr, hen [sic, "ken"] ramplus ar blijadurezou !