Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler [sic, lêr] war c’horre, ul ler [sic, lêr] ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav ; ha bez ’eus en o zreid pikoloù heuzoù a dap dezho betek o daoulin pe un doare solennoù plouz pe beilhenn gwez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
lufr