Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

N'eo ket lufr, na lufr ket ken. [1954] [...] he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue !

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze, deut an trec’h ganto, ar re a oa a-du gant derc’hel gizioù ar vro a anvas da roue-meur un den a ouenn c’hlan ; nemet a stad izel a-walc’h e oa-eñ, dilufr e anv hag e nesanded, dre m’o doa ar pep brasañ eus an tiegezhioù uhel, a vage danvezioù-rouanez, kimiadet gant Nemetos ha m’oa bet gounezet gant an nevezentioù-diavaez ar re anezho a oa chomet er vro.

1923
Daveenn : SKET p.85-86 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 86, lin. 4, e lec’h « nevezentiou » lenn « nevezintiou »").

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Daveenn : VAZA p.45

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial