Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

N'eo ket lufr, na lufr ket ken. [1954] [...] he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue !

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Neuze, deut an trec’h ganto, ar re a oa a-du gant derc’hel gizioù ar vro a anvas da roue-meur un den a ouenn c’hlan ; nemet a stad izel a-walc’h e oa-eñ, dilufr e anv hag e nesanded, dre m’o doa ar pep brasañ eus an tiegezhioù uhel, a vage danvezioù-rouanez, kimiadet gant Nemetos ha m’oa bet gounezet gant an nevezentioù-diavaez ar re anezho a oa chomet er vro.

1923
Référence : SKET p.85-86 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 86, lin. 4, e lec’h « nevezentiou » lenn « nevezintiou »").

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Référence : VAZA p.45

Bez’ e oa en e benn daoulagad war-nes divarc’hañ, ken dilufr ha re ur soueenn o paouez bezañ lemet eus an dour, ha souchet e oa e fri taltouz [taltous] etre div joskenn velen-koar ken tev ha ma vijent bet koeñvet ; dont a raen da grediñ n’eo ket ar c’hwezhenn, met takennoù druzoni a zivere diouto.

1954
Référence : VAZA p.131

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux