An deiz-se, [L]un vintin goude pardon Landremel, Job a zihunas war-dro nav eur, ha Lom war-dro nav eur hanter
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Un dro bennak e tegouezhas da Fañch bezañ dornet e giz-se, ha pa zeuas da Grec’h Eliez al [L]un ar beure, bez’ oa e-dro d’e fri-koad ur vevenn lien staget gant spilhoù hag ur pennad gloan du : ur paotr brav, pa lavaran deoc’h !
D'al lun da greisteiz e voe degaset din unan eus al labourerien hag a oa bet flemmet, tra ma oa o trec'hiñ delioù rafia : unan eus labourioù pouezusañ al labourerien a oa "gwriat" delioù rafia evit ober toennoù da c'holo an tiez pa vije al labour en e greiz, ha ret evel-se reiñ loj dezho ma tegouezhfe bezañ en ur c'horn-bro hag a vije rouez ennañ ar plant-se.
Mots précédents
Mots suivants
lunatik