1. Maen war vord un hent evit merkañ ur vevenn pe un hed.
HS. bonn.
&
Dre skeud.
Darvoud heverk en un argerzhad.
Ur maen-bonn en istor hor yezh.
2. Maen war vord ur c'hae evit stagañ kerdin, funioù.
Diskregiñ a rae ar martolod al lagadenn fetis a rae tro ar maen-bonn.
HS. alc'hwez.
3. Maen, dezhañ stumm ur c'henn, a lakaer e lein ur volz a-benn he delc'her.
HS. alc'hwez, maen-harz.