bitailh
Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika.
Met bep tro e vane war hol lerc’h al lodenn vrasañ eus ar bitailh kinniget dimp, rak gwall zebrerien eo an dud dre ma pellaer war-du an Hanternoz, ha ken digor ha ma veze a-drugarez Doue hor c’halon, ne oamp ket evelkent evit brifañ e berr amzer kemend-all a voued : pesked fresk pe vogedet, dreist-holl eoged saourus-tre, togoù-touseged aozet e pep seurt stumm, frouezh, jiboez ar vro, kilheien-gouez, gouez enezed, kig demm ha zoken kig karv-erc’h, ha me oar !
Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).
Mots précédents
Mots suivants
bitailha