Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh a ranker kaout evit en em vagañ. Ne vane netra eus ar bitailh. Mont da gerc'hat bitailh. [1954] Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika. HS. bevañs, boued, magadur(ezh).

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

bitailh

1499
Daveenn : LVBCA p37 (vitaille)

vitailh

1499
Daveenn : LVBCA p203

komiser ar bitailh

1732
Daveenn : GReg pg comissaire (des vivres)

bitailh

1931
Daveenn : VALL pg approvisionnement (en vivres)

Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika.

1954
Daveenn : VAZA p.94

Met bep tro e vane war hol lerc’h al lodenn vrasañ eus ar bitailh kinniget dimp, rak gwall zebrerien eo an dud dre ma pellaer war-du an Hanternoz, ha ken digor ha ma veze a-drugarez Doue hor c’halon, ne oamp ket evelkent evit brifañ e berr amzer kemend-all a voued : pesked fresk pe vogedet, dreist-holl eoged saourus-tre, togoù-touseged aozet e pep seurt stumm, frouezh, jiboez ar vro, kilheien-gouez, gouez enezed, kig demm ha zoken kig karv-erc’h, ha me oar !

1954
Daveenn : VAZA p.168

Ofis publik ar brezhoneg