mesq e mesq
Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !
Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.
Kerse bras ’oa gant an teir-mañ dre ma n’hellent kenlabourat ganimp nemet e giz-se, met ar mare-se arabat e veze leuskel merc’hed yaouank da c’hoari pezhioù mesk-ha-mesk gant ar baotred : tanfoeltret e vijemp bet gant ar Frered e-maez o zi, daoust ha ma roemp an holl arc’hant dastumet, gwech evit o skol, gwech evit ar patronaj pe un dra bennak all dindan veli person Landreger.
N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.
Pinvidik-dispar eo ar c'hoad-meur afrikat evit ar pezh a sell niver ar seurtoù gwez : seizh-kant gouenn bennak a gaver du-hont mesk-ha-mesk.
O renkañ a c'helljen evel-just e-touez an emlazhoù armerzhel met aze ez eus lec'h evit Bro-C'hres a-bezh ha ne gavan ket reizh lakaat anezhe mesk-ha-mesk gant ar yoc'h.
En he sell e sav liv ar sebez hag ar spouron mesk-ha-mesk, met ur spouron mut eo, hep garm na ger.
Mots précédents
Mots suivants
meskl