1. [1499, 1732] Bravik kelc'hiek, e metal prl., a lakaer en-dro d'ur biz.
Lakaat ur bizoù war e viz. E vizied zo goloet a vizeier. Ur bizoù aour en deus roet din.
&
[1699, 1732] Lagad, lagadenn, penn ar bizoù : rann eus ar bizoù ma sternier ar maen.
&
[1732] Bizoù-eskob : gwalenn gwisket gant an eskibien da arouez o eskobelezh.
2. Ent strizh.
[1732] Bravik kelc'hiek a lakaer en-dro d'ar biz-gwalenn da ziskouez eur dimezet.
&
Trl.
Terriñ ar bizoù : terriñ ar bromesa dimeziñ.
3. Ent strizh.
Bravik metal kelc'hiek a lakaer en-dro d'ar biz-gwalenn da ziskouez eur euredet.
Prenan ur bizoù aour d'e zanvez-pried.
HS. gwalenn.
&
[1927] Terriñ ar bizoù : bezañ disleal d' bried, d'he fried, kaout darempredoù rev gant ub. all estreget e bried, he fried.