blejal
blejal
Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».
N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.
Unan a lavaras, evel ul loen bennak o vlejal : — « Mari ! Mari ! Mari !… »
Evit pezh a sell ouzh he fried, va zonton Pipi, ur skribiton a baotr reutoc'h eget un troad pal, met abaf ken ne oa ket evit blejal « Chou 'ta ! » war ur yar, hogos bemdeiz [sic, bemdez] e ranke tec'hel kuit eus ar gêr da chaseal, da besketa, da glask ober un tamm frotañ d'ur goantenn bennak, pe da beurechuiñ ur pifad e ti ur mignon.
Met gwareziñ ar stourmerien diouzh an dañjerioù n'eo ket a-walc'h : gallout a reont pennfolliñ abalamour ma klevont o c'hamaraded o vlejal, hep gouzout petra zo kaoz.
Mots précédents
Mots suivants
blejer