1. [1931] Blejadennoù laosket gant meur a benn-saout.
Blejadeg al leueoù.
2. Dre ast.
Leñvadennoù trouzus ar vugale.
&
Bommoù mouezh laosket war un ton uhel ha hir gant ur strollad tud.
Blejadeg fromus n'ouzon ket pet mil martolod rusian.
Blejadeg he saout a glevemp ha garmadeg he garaned.
1923
Référence :
SKET
p.41
Kludañ a rejont war ar gwez tro-dro, ma teuas ar re-mañ, eus glas ma ’z oant diaraok, da vezañ du gant ar brini, ha ma vouge koagadeg an engroez-se a evned mouezhiadeg ar wazed hag ar maouezed, blejadeg ar saout ha c’hwirinadeg ar c’hezeg.
Kluda a rejont war ar gwez tro-dro, ma teuas ar re-man, eus glas ma ’z oant diaraok, da veza du gand ar brini, ha ma vouge koagadeg an engroez-se a evned moueziadeg ar wazed hag ar maouezed, blejadeg ar saout ha c’houirinadeg ar c’hezeg.
1923
Référence :
SKET
p.131
Edo o paouez teurel e zourgon d’an douar hag en em astenn war ar geot e-kreiz an enezenn ; setu ma klev, a-greiz-holl, ur c’halvadeg hag ur vlejadeg a ra dezhañ sevel evel un tenn.
Edo o paouez teurel e zourgoun d’an douar hag en em astenn war ar geot e-kreiz an enezenn ; setu ma klev, a-greiz-holl, eur c’halvadeg hag eur vlejadeg a ra d’ezan sevel evel eun tenn.
1923
Référence :
SKET
p.134
blejadeg
1931
Référence :
VALL
pg beuglement
Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.
Klevet e veze eur vlejadeg spontus adalek kreizteiz betek an enderv, ha leoutouet ar gigerien, ha malloziou an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostaleriou a veze leun a lonkerien ; dibaot nep a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezo-dall d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p28
Mallozhioù, hudurniezh, blejadeg, breugeudoù, brammoù, ur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « lazhañ ’r gouloù » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…
Malloziou, hudurniez, blejadeg, breugeudou, brammou, eur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « laza’r goulou » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…