Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1931] Blejadennoù laosket gant meur a benn-saout. Blejadeg al leueoù. 2. Dre ast. Leñvadennoù trouzus ar vugale. & Bommoù mouezh laosket war un ton uhel ha hir gant ur strollad tud. Blejadeg fromus n'ouzon ket pet mil martolod rusian.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Blejadeg he saout a glevemp ha garmadeg he garaned.

1923
Daveenn : SKET p.41

Kludañ a rejont war ar gwez tro-dro, ma teuas ar re-mañ, eus glas ma ’z oant diaraok, da vezañ du gant ar brini, ha ma vouge koagadeg an engroez-se a evned mouezhiadeg ar wazed hag ar maouezed, blejadeg ar saout ha c’hwirinadeg ar c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.131

Edo o paouez teurel e zourgon d’an douar hag en em astenn war ar geot e-kreiz an enezenn ; setu ma klev, a-greiz-holl, ur c’halvadeg hag ur vlejadeg a ra dezhañ sevel evel un tenn.

1923
Daveenn : SKET p.134

blejadeg

1931
Daveenn : VALL pg beuglement

Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Mallozhioù, hudurniezh, blejadeg, breugeudoù, brammoù, ur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « lazhañ ’r gouloù » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial