Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

A sell ouzh an neñv ; a zeu eus an neñv. Perzh neñvel an Iliz. Komzoù neñvel.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »

1923
Référence : SKET p.34

P’hel lavarfen e berr gomzoù, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemet ar perzhioù a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perzhioù a zo, en enep, uhel, neñvel, doueel, hag a zo ur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos.

1923
Référence : SKET p.100

An Aphroditê neñvel, pe Ourania, a zo ivez, ha hi o tougen dre ar garantez ar baotred hag ar merc’hed d’an oberioù kaer hag o vagañ e kalon ar priedoù kengarantez, gwellañ kred kenlealded.

1923
Référence : SKET p.100

E pep hini anezho e skede en ur gevret an nav ferlezenn a ra lorc’h kurunenn an doueed, an nav zalvoudekañ teñzor eus lez Dêvobriga : Ogia « gwerc’hded », Glania « glanded », Uxellia « uhelded », Dagia « madelezh », Karantia « karantez », Virionia « gwirionez », Aventia « lealded », Lania « leunded (a gened, nerzh, skiant ha furnez) », Lovania « levenez » (Ar re-se eo anvioù an nav gwerc’hez neñvel, merc’hed da Velenos) (2).

1923
Référence : SKET p.121

neñvel

1923
Référence : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Céleste".

- Tra spontus eo neuze karantez ar c'hig ! - Tra neñvel ! Hi ar fulenn, a c'hwezh an tan, ha hi ar feunteun el lazh...

1949
Référence : SIZH p.57

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux