I.
H.g.
1. Donedigezh er-maez a gleñved.
Reiñ, degas ar pare d'ur c'hlañvour. Kaout, adkavout ar pare. N'eus ket a bare evitañ.
&
[1954] Mont war-du ar pare : bezañ o tont er-maez a gleñved, a zroug.
[1954] Pemzek deiz goude e rankis pellaat ha skarañ da Giberen, ha hi e fellas dezhi distreiñ war he giz da Voskov, dre ma krede dezhi ha d’ar mezeg e oa he breur o vont war-du ar pare.
2. Trl. (db. an dud)
Bezañ war ar pare (da ober udb.) : bezañ war-nes.
Bremaik e oan war ar pare da lavaret udb. deoc'h.
&
(db. an oberioù, an darvoudoù)
Bezañ war e bare : bezañ oc'h echuiñ.
An deiz a oa war e bare.
II.
G.
1. Doare da bareañ.
N'eus pare ebet d'ar c'hleñved, evit ar c'hlañvour.
DHS. remed.
2. Trl.
Na vezañ pare ebet : na vezañ dibenn ebet.
Pa stage ar paotr kozh da gontañ istorioù, ne veze pare ebet ken.
HS. fin.
Référence :
BROU
p. 406 (il n'ya pas de guérison pour lui)
Pemzek deiz goude e rankis pellaat ha skarañ da Giberen, ha hi e fellas dezhi distreiñ war he giz da Voskov, dre ma krede dezhi ha d’ar mezeg e oa he breur o vont war-du ar pare (1).
Pemzek deiz goude e rankis pellaat ha skarañ da Giberen, ha hi e fellas dezhi distreiñ war he giz da Voskov, dre ma krede dezhi ha d’ar mezeg e oa he breur o vont war du ar pare (1).
1954
Référence :
VAZA
p.182
Ur gerigel a gasas neuze da C'hurvan ha degemer ur respont diouzhtu-dak: war ar pare edo ar re Gersaliou ivez.