Ac’hañ'ta [sic, Ac’hanta], flatret e voe raktal d’ar Prefed, ha gant mil boan e teuas a-benn da ziskouez anat ha splann n’en devoa morse labezet nag ar Republikaned nag ar… « Barizianed leun a vreinadur ».
Paname, reine du monde, et France, fleur des Nations !... eme ar Barizianed c’hwezhet gant al lorc’h.
Gant ar stad a oa ennon e voe darbet din lakaat tourig er prad dirak va c’henveajourien hag an holl Barizianed o c’henaouegiñ war ar c’hae, met tremen a ris hep ober an dro ouesk-se betegout [bete-goût] ne gredje d’an dud e oa bet silet va spered dre ur ridell.
Mots précédents
Mots suivants
parjur