Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1944, 1954, 1955] Den eus Pariz. Ar Barizianed hag ar Parizianezed. [1955] Paname, reine du monde, et France, fleur des Nations !... eme ar Barizianed c’hwezhet gant al lorc’h.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Mes n'eus forzh. Petra n'em bije ket gouzañvet evit pourmen war ma c’hein evel « Banniel Breizh », ha lakaat ar C’hallaoued hag ar Barizianed da souezhiñ ha da fumiñ…

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Berthou, ar Berr, Picquenard, tri barzh, a voe lakaet er Burev Kreiz e-lec’h ar Barizianed aet kuit.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

Komz a rae ar galleg gant pouez-mouezh kañfarded Montmartre, ha koulskoude, hennezh yaouank ne oa sur-mat na Parizian a ouenn, na zoken Gall.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Ac’hañ'ta [sic, Ac’hanta], flatret e voe raktal d’ar Prefed, ha gant mil boan e teuas a-benn da ziskouez anat ha splann n’en devoa morse labezet nag ar Republikaned nag ar… « Barizianed leun a vreinadur ».

1954
Daveenn : VAZA p.59

Setu ar gaoz skoulmet etrezo e-giz-se ha sebezet-meurbet e vanas va Farizian pa zeuas da c’houzout edo o tivizout gant ur vaouez deut war-eeun eus Moskov, ur « Rusianez » hervez ma krede dezhañ, ha gwelet hoc’h eus biskoazh !...

1954
Daveenn : VAZA p.178

Paname, reine du monde, et France, fleur des Nations !... eme ar Barizianed c’hwezhet gant al lorc’h.

1955
Daveenn : VBRU p.29

Gant ar stad a oa ennon e voe darbet din lakaat tourig er prad dirak va c’henveajourien hag an holl Barizianed o c’henaouegiñ war ar c’hae, met tremen a ris hep ober an dro ouesk-se betegout [bete-goût] ne gredje d’an dud e oa bet silet va spered dre ur ridell.

1955
Daveenn : VBRU p.29

Ofis publik ar brezhoneg