1. Pigell vihan troadet-berr.
Pep devezhourez a zeue gant he fech pe he zrañch.
&
Pech troad-berr : pech.
&
Pech troad-hir : pigell.
Pa veze diwanet ar patatez e vezent c'hwennet, gant pechoù treid-berr ; ha douaret, gant pechoù treid-hir.
2. Rannyezh.
Benveg liorzh, dezhañ neuz ur peul bihan gant ur beg metal, a dalvez da doullañ an douar evit lakaat plantennoù.
Ar pech da blantañ kaol.
DHS. piked.
HS. pikerom.
3. Rannyezh.
Benveg, anezhañ daou viz kromm e penn ur vazh hir zo staget ouzh penn ur gordenn, a dalvez da zastum traoù war neuñv.
Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.
Goulennet gand neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo d'ec'h laret : Lémman kanfard a zo er vro, Iann ar Flutek e hano. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e bet iennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellan, Ho pako 'wecho da gentan.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
pech
1909
Référence :
BROU
p. 407 (croc recourbé à deux pointes, fixé à un bâton et attaché à une ligne, qu'on lance à l'eau pour retirer les objets flottants)