Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pigell vihan troadet-berr. Pep devezhourez a zeue gant he fech pe he zrañch. & Pech troad-berr : pech. & Pech troad-hir : pigell. Pa veze diwanet ar patatez e vezent c'hwennet, gant pechoù treid-berr ; ha douaret, gant pechoù treid-hir. 2. Rannyezh. Benveg liorzh, dezhañ neuz ur peul bihan gant ur beg metal, a dalvez da doullañ an douar evit lakaat plantennoù. Ar pech da blantañ kaol. DHS. piked. HS. pikerom. 3. Rannyezh. Benveg, anezhañ daou viz kromm e penn ur vazh hir zo staget ouzh penn ur gordenn, a dalvez da zastum traoù war neuñv.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

pech

1909
Daveenn : BROU p. 407 (croc recourbé à deux pointes, fixé à un bâton et attaché à une ligne, qu'on lance à l'eau pour retirer les objets flottants)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial