Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A.k. A. H.g. 1. SKIANTOÙ. [1850, 1927] Meskad gazoù, nitrogen hag oksigen evit al lodenn vrasañ, diliv ha dic'hwezh, karget alies a aezhenn zour, a zioksidenn garbon, h.a. [1850] An aer, an dour, ar gwer a zo boull. [1931] Skiant an aer. Dielfennadur an aer. Aer liñvel. 2. Ent strizh. [1499, 1659, 1732, 1850, 1927, 1931, 1985] Ar meskad-se end-eeun zo gronnet an Douar gantañ ha zo ret-holl evit d'an darn vrasañ eus ar bevien chom bev. [1732] aer dous, [1732] aer fresk, [1732] aer mat, [1732] aer natur, [1732] aer pur, [1732] aer tomm, [1732] aer yac'h, [1732] aer yec'hedus, [1732] aer yen, [1732] un aer fresk. [1732] Aer temzet-mat, [1732] un temz mat a aer. [1732] Gwall aer a zo eno. [1732] Mont da ruflañ e aer natur evit gallout kaout e yec'hed. [1732] Ned eo ket mat, ned eo ket yec'hedus an aer eno. [1732] Tennañ an aer gant e skevent. [1732] Ur c'horf furmet gant aer. [1732] Direizhamant en aer. [1931] (Bezañ) en aer yac'h. [1985] Ha pell du-hont e tu ar Reter, e c'heller gwelout en aer voull ur pikern uhel. [1985] Aer vat, aer domm, aer fall. [1985] Kemer an aer-vat hag aveliñ e benn. Aer tanav, aer tev. Ur banne aer, un tamm aer. Lezel an aer da antren en ti. Aer flaerius zo en ti-mañ. 3. Ent krenn. C'hwezh kreñv, fall prl. Devet em eus paper c'hwezh vat peogwir ez eus aer amañ. 4. Trl. Kaout aer : kaout aez da analañ. Me a gav gras kaout un tamm aer. & En aer vras : dindan an amzer, en diavaez. Kasit-eñ buan en aer vras. & Tr. [1877, 1944, 1985] Kemer an aer : aveliñ e benn. [1877] [...] da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ [...]. [1944] E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig. [1985] Kemer an aer vat hag aveliñ e benn. & Trl. skeud. Bevañ gant aer an amzer : hep debriñ. 5. Dre ast. [1499, 1732, 1931] Egorenn dalc'het gant ar meskad gazoù-se en-dro d'an Douar. [1499] Divinasion graet a'n aer. [1732] Eus a aer. [1732] Sperejoù an aer. [1931] Emgannoù aer, [1931] linennoù aer. & [1732, 1867, 1909, 1931, 1985, 1999] EN AER : en oabl, er vann. [1732] An drouksperejoù a zo hag a vezo en aer teñval ac'hann da deiz ar Varn. [1732] Mont en aer, [1732] nijal en aer. [1867] Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. [1909] Me a savo da frailhoù dit en aer. [1931] (Ober) brezel en aer. [1931] A vev en aer. [1985] Sevel en aer. [1999] Ken tost din e tarzhas un anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ. & Sevel uhel en aer : en oabl, er vann. & Bannañ udb. en aer : war-zu an oabl. 6. Dre ast. [1732] Ar meskad gazoù-se o tilec'hiañ. [1732] Aer bev. [1732] Re vev eo an aer eno. N'eus ket (a) aer a-walc'h evit sec'hañ ar plastr. 7. Trl. (db. ar savadurioù) Bezañ en aer vat : bezañ e dalbenn tro ouzh ar c'hreisteiz. & Bezañ en aer enep : bezañ tro ouzh an hanternoz. 8. Trl. (db. ar mouezhioù, an trouzioù, h.a.) Bezañ en aer enep : en tu enep da roud an avel. En aer enep emaint ha ne c'haller ket o c'hlevet ac'hanen. 9. Dre ast. Aer an tan : gwrez an tan. Tostaat da, ouzh aer an tan. B. 1. FETIS. Avel-sil, avel-red. Bezañ etre daou aer. 2. DIFETIS (db. an dud prl.) [1732] Neuz. Kaout un aer vat : bezañ doare un den hegarat gant ub. [1732] Un aer tev, [1732] un aer re dev : un aer gros. Un aer vrav en deus. Un aer a laouenidigezh. Bezañ un aer nec'het da ub., war dremm ub., war penn ub. [1877] Ar manac’h e-unan a chomas souezhet, o welet an dud-se o sellet outañ gant un aer spontet. [1944] Ne vefe ket dereat c’hoarzhin na kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! HS. doare, feson, stumm, tres. & (db. an traoù) [1931] Aergelc'h. [1931] Aer o ren tro-dro. 3. [1732] Ton sonerezh. II. Ar. Evel. III. TR. ar. AER MA : evel.

Exemples historiques : 
108
Masquer la liste des exemples

divinasion gwraet a'n aer

1499
Référence : LVBCA p14, 17, 21, 62 (deuinasion faicte de l-air)

aer

1499
Référence : LVBCA p17 (l-air)

aer

1659
Référence : LDJM.1 pg air

aer

1659
Référence : LDJM.1 pg aer

aer

1732
Référence : GReg pg air

aer mat

1732
Référence : GReg pg air

aer

1732
Référence : GReg pg air

aer

1732
Référence : GReg pg air

aer fresk

1732
Référence : GReg pg air

aer tomm

1732
Référence : GReg pg air

aer yen

1732
Référence : GReg pg air

an drouksperejoù a zo hag a vezo en aer teñval ac'hann da deiz ar Varn

1732
Référence : GReg pg air

aer

1732
Référence : GReg pg air

aer bev

1732
Référence : GReg pg air

aer dous

1732
Référence : GReg pg air

aer fresk

1732
Référence : GReg pg air

aer natur

1732
Référence : GReg pg air

aer naturel

1732
Référence : GReg pg air

aer pur

1732
Référence : GReg pg air

aer temzet-mat

1732
Référence : GReg pg air

aer tanav

1732
Référence : GReg pg air

aer tev

1732
Référence : GReg pg air

aer yac'h

1732
Référence : GReg pg air

aer yec'hedus

1732
Référence : GReg pg air

en aer

1732
Référence : GReg pg air

eus a aer

1732
Référence : GReg pg aérien

furmet gant aer

1732
Référence : GReg pg aérien

gwall aer a zo eno

1732
Référence : GReg pg air

monet da ruflañ e aer natur evit gallout kaout e yec'hed

1732
Référence : GReg pg air

mont en aer

1732
Référence : GReg pg air

mont da gemeret e aer natur

1732
Référence : GReg pg air

ned eo ket yec'hedus an aer eno

1732
Référence : GReg pg air

ned eo ket mat an aer eno

1732
Référence : GReg pg air

nijal en aer

1732
Référence : GReg pg air

Re vev eo an aer eno.

1732
Référence : GReg pg (L') air (y est trop subtil)

ruflañ an aer

1732
Référence : GReg pg air

sperejoù an aer

1732
Référence : GReg pg air

tennañ an aer gant e skevent

1732
Référence : GReg pg air

un temz mat a aer

1732
Référence : GReg pg air

ur c'horf furmet gant aer

1732
Référence : GReg pg air

eus a aer

1732
Référence : GReg pg air

direizhamant en aer

1732
Référence : GReg pg corruption (de l'air par les grandes chaleurs)

un aer dous

1732
Référence : GReg pg (un air) doux

un aer klañvus

1732
Référence : GReg pg (un air) empesté

ur gwall aer meurbet

1732
Référence : GReg pg (un air) empesté

un aer fresk

1732
Référence : GReg pg frais (Un air frais.)

ruflañ an aer fresk

1732
Référence : GReg pg frais (Prendre le frais.)

ruflet an aer fresk

1732
Référence : GReg pg frais (Prendre le frais, pp.)

teurel fuzennoù en aer

1732
Référence : GReg pg fusée (Jetter des fusées.)

taolet fuzennoù en aer

1732
Référence : GReg pg fusée (Jetter des fusées, pp.)

un aer tev

1732
Référence : GReg pg grossier (Un air grossier.)

un aer re dev

1732
Référence : GReg pg grossier (Un air grossier.)

aer yen

1732
Référence : GReg pg air

mein-aer

1850
Référence : GON.II.HV pg méan (-éar)

An aer, an dour, ar gwer a zo boull.

1850
Référence : GON.II pg boull (L'air, l'eau, le verre sont transparents).

ur gwall aer a zo amañ

1850
Référence : GON.II pg éar

maen-aer

1850
Référence : GON.II.HV pg méan (-éar)

aer

1850
Référence : GON.II pg éar, er

aer

1850
Référence : GON.II pg éar, er

« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »

1867
Référence : MGK p92

D’ar gorreoù, pa sav ar beleg en aer, evit o reiñ da adoriñ d’ar bobl, korf ha gwad hor Salver Jezuz-Krist, an holl a stou hag a bleg o fenn, daoulinet, strinket d’an douar war blankenn o bag, doujañs ha karantez Doue en o c’halon...

1877
Référence : EKG.I. p.100

Ar c’homzoù-mañ a voe lavaret gant un aer ker rok ha ker sec’h ma lakae yen hor c’halon.

1877
Référence : EKG.I. p.71

Ar manac’h e-unan a chomas souezhet, o welet an dud-se o sellet outañ gant un aer spontet.

1877
Référence : EKG.I. p.44

— Nann, eme an hini a yoa e penn ar vandenn, hag en doa an aer da vezañ hardishoc’h eget ar re all, chomit amañ prest da dennañ e ken kaz ma teufe unan bennak er-maez.

1877
Référence : EKG.I. p.37

Dioc’h an aer ac’hanomp marteze ec’h anavezas n’oamp ket eus ar vro, rak dont a reas d’hor c’haout hag e lavaras deomp : — Me gav din, gwazed, n’oc’h ket eus ar vro, ha marteze emaoc’h e klask eus a unan bennak.

1877
Référence : EKG.I. p.67-68

Lod all en em ruilhe e-tal dor o c’hambroù, o sevel en aer, evit goulenn pardon, unan e zorn dehou, un all e vrec’h kleiz, un all e c’har hervez ma oa skoet pep hini.

1877
Référence : EKG.I. p.39-40

A-wechoù, evelato, e-pad an nevez-amzer hag an hañv, e teue e-pad an noz da ober ur bale dre ar parkeier, evit kemeret an aer vat hag en em dizinouiñ, pa ne veze ket galvet da vont da welet tud klañv, rak neuze na tan na kurun n’o dije miret outañ da vont en hent.

1877
Référence : EKG.I. p.49-50

Bezañ e oa anezho c’hwec’h-warn-ugent, hag ouc’hpenn un tammig ofiser bihan, divarv, displet, an aer a driwec’h pe naontek vloaz, hag a yoa e-kreiz ar re all.

1878
Référence : EKG.II p.88

Mestr ar soudarded, hag a yoa ur c’habiten, a savas d’ar solier, el lec’h m’oa chomet Paol hag Anna Roue, hag a c’houlennas gant un aer griz : — E pelec’h emañ Paol Inizan, perc’henn Lanzeon ? — Me va-unan eo, eme Baol. — A ! c’hwi eo ? Soudarded, diwallit mat an dorioù ; kavet eo va louarn ganen ; emañ-eñ amañ.

1878
Référence : EKG.II p.60-61

me a savo da frailhoù dit en aer

1909
Référence : BROU p. 239

Hogen, an disterañ ma pella an den diouti, ne gav mui nemet traezh ha mein-ruilh, ne wel ken nemet naered, o tougen an dent anezho hag o reiñ ar marv, oc’h emweañ, oc’h emgemmeskañ, oc’h emgejañ a-gantoù war an douar, ha korc’hwezhadoù-traezh, bannet gant an avel, oc’h emweañ a-gantoù en aer hag en amzer.

1923
Référence : SKET p.17

Brini a goage er c’hoadoù ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegoù ha d’an heizegoù ; c’hwiboned, divaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preizh a nije a-denn-askell dindan tor ar goabrenn.

1923
Référence : SKET p.120

Buhez daou vugel o kriskiñ e pep dishualded e voe o hini, ouzh o flourañ bemdez aer c’hlan ar gouelec’h, e-kreiz ar c’hoadoù bras, an doureier diroll hag ar rec’hell, hep ken darempredadur nemet o mamm, al loened pevarzroadek, an evned hag an amprevaned.

1923
Référence : SKET p.39

E tarzh kentañ an Amzer, e pennderou an Traoù, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.

1923
Référence : SKET p.26

Hemañ, dre garantez evit e vreur, hag ivez evit ar bugel, a c’hoarie gantañ, a save anezhañ en aer, a lakae anezhañ war varc’h war e skoaz, hag ar paotr evurus a c’hoarzhe. Bilzig ! Bilzig !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), ("a lakae anean" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

War un dro e kave nerzh an tan hag an heol, an douar hag an dour, an aer hag an amzer, hent frank da dreantiñ e gorf ha d’hel lakaat gwevn, kalet ha start.

1924
Référence : SKET.II p.18

N’ankouait ket, mar plij, lenner, penaos e miz Kerdu pe e miz Genver ne vez ket tomm-berv ar mor hag an aer, ha neuze e ouefet [e ouezot] abalamour da betra e veze an dud-se ken trefuet, abalamour da betra e veze digaset dezhe pep a werennad mat a win-ardant.

1925
Référence : BILZ2 p.122

aer

1927
Référence : GERI.Ern pg aer2 (air)

aer

1927
Référence : GERI.Ern pg aer2 (air)

aer

1927
Référence : GERI.Ern pg aer2 (air)

doug aer

1931
Référence : VALL pg aérifère

a vev en aer

1931
Référence : VALL pg aérobie

aer

1931
Référence : VALL pg air

aer

1931
Référence : VALL pg air

aer o ren tro-dro

1931
Référence : VALL pg (air) ambiant

brezel en aer

1931
Référence : VALL pg (guerre) aérien(ne)

aer

1931
Référence : VALL pg air

aer

1931
Référence : VALL pg aérien

emgannoù aer

1931
Référence : VALL pg (combats) aérien(s)

en aer yac'h

1931
Référence : VALL pg (au grand) air

linennoù aer

1931
Référence : VALL pg (lignes) aérien(nes)

skiant an aer

1931
Référence : VALL pg aérologie

— « Peoc’h ! Lom, ne welit ket an dud o tont en-dro eus ar pardon ? Ne vefe ket dereat c’hoarzhin ne [sic, "na"] kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! »

1944
Référence : ATST p.18

Ma aer yaouank eo o souezhe ar muiañ.

1944
Référence : EURW.1 p.155

A ! Lom, c’hwi hoc’h eus huñvreet henozh e teñzorioù, e palezioù leun a aour, a berlez hag a vein prizius, hag, er mintin-mañ, en ur zihunañ hoc’h eus kavet blaz gwall-c’hwerv ["gwallc’hwerv"] gant aer Lanurgad.

1944
Référence : ATST p.74

Ar merc’hed a sellas tro-ha-tro ouzh Katell ar Vourc’h-Kozh hag ouzh Chann ar Runigoù gant an aer da lavarout dezho : « Deoc’h eo d’en em ziskuilhañ. »

1944
Référence : ATST p.89

— « Serromp an nor war ar gwele ! » eme Job. Mes kerkent ma voe fiñvet an dorioù, ar voereb a lavaras en he mored : — « O ! aer, aer din ! »

1944
Référence : ATST p.35

N'en doa ket an aer da gaout tamm truez ebet ouzh hor stad.

1944
Référence : EURW.1 p38

Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.

1944
Référence : ATST p.53

Tron a oa en aer gant safron ar gwenan.

1949
Référence : SIZH p.55

Bihan e teu an aer da vezañ da skevent ar breur Arturo.

1949
Référence : SIZH p.38

Ar Bed !... Eno, emañ ar Bed !... Lijour, frankiz, aer d'e skevent yaouank !... Ar Baradoz difennet !... Diwall !... Kentoc'h pondalez an ifern !...

1949
Référence : SIZH p.48

Frond tomm a oa en aer gant ar mel hag an tin.

1949
Référence : SIZH p.53

P'eo en em gavet izel an heol eo emañ ar poent da vont da walc'hiñ e gorf ha d'en em gempenn, ha neuze da ziskenn da ober un droiad war an traezh, pe, pa vez uhel ar mor, da azezañ war ur roc'h pe ur c'hef gwezenn da gemer an aer-vat ha da aveliñ e benn.

1985
Référence : DGBD p150

Met hor rener-meur er Gabon a oa bet galvet war ar prim da Baris, setu ma rankis lezel gantañ ar plas a oa bet miret evidon, hag evel ne chome plas goullo ebet, e rankis chom da sellout outi o sevel en aer.

1985
Référence : DGBD p144

Ha pell du-hont e tu ar Reter, e c'heller gwelout en aer voull ur pikern uhel, unan eus rummad menezioù Sierra Morena ar Spagn, moarvat.

1985
Référence : DGBD p11

Ken tost din e tarzhas un anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.

1999
Référence : KOKE.II p154

Posupl eo deoc'h ivez derc'hel ur frilien intret gant sitroñs dirak ho kenou evit silañ ar gaz pa vo strewet en aer.

2015
Référence : DISENT p162

Note d'étude

Kemmadur dre vlotaat en anvioù-gwan war-lerc'h "aer".

Étymologie

Termen da dostaat d'ar c'hembraeg "aer" pe "awyr" kenster gantañ.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux