I.
Furm diazez ar verb bezañ en amzer-da-zont.
(impl. war-lerc'h ar rn. verb "a" pe "e" en e stumm kemmet "vo" pe "vezo")
[1677] D'an trede, goude bezañ en em laket d'an daoulin dirak ar c'hofesour, ha lavaret ar c'honfiteor bete mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù, hep lezel nikun a-ratozh-mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn a vezo bet ordrenet deoc'h.
[1867] Peskig bihan a vezo bras, / Digant Doue m'en deus ar c'hras / Da vevañ ur pennadig c'hoazh. [1867] Gantañ [ar gwaz], ganti [ar vaouez] e vezo poan, / Ha war ho lerc'h marteze doan.
II.
Lodenn eus ar verb endevout en amzer-da-zont er c'hentañ gour.
A.
(er c'hentañ gour unan)
1. (Impl. goude ar rannig-verb "a" kemmesket gant merk ar c'hentañ gour unan "m" : "am")
[1331] Henri Boseg a lavar, mar kar Doue, me am bezo avantur vat ha kaer.
[1350] Panezenn ha surugenn am bezo da verenn.
[1732] Me am bezo.
2. (Impl. goude ar rannig-verb "e" kemmesket gant merk ar c'hentañ gour unan "m" : "em")
[1850] Gant un astellad gwinizh em bezo a-walc'h.
[1867] Er bloaz a zeu, 'mezañ, evel-se ne vezo, / Ha nemet diaes e ve, e kredan em bezo / Ar priz bras zomuiken evit va labouroù.
B.
(er c'hentañ gour lies, impl. war-lerc'h ar merk gour "hor")
[1622] Goulenn gant humilite pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ kofes kentañ mar galler.
[1677] D'ar pevare, goulenn pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ o c'hofes kentañ ma c'hallimp.
[1867] Lavaret mat a rit peadra hor bezo, / Mard omp evit gortoz ; hogen, gwashañ a zo / On dare gant an naon ha c'hwi ivez, me gred.
HS. hon do.
C.
DISPRED
(goude ar raganv-gour renet "'z", eil gour unan)
[1576] «Ha pa ez vezo lakaet mat evezh ouzh an traoù-mañ, goulenn ha desk piv eo ar puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] a’z int graet.»
III.
Adverb respont a dalvez da zislavaret ur goulenn savet er stumm nac'h.
[1850] Ne vezo ket, eme c'hwi, bezo. [1850] Bo.
[1927] Bo. [1927] Bou.
HS. (G)eo, (G)eus.
Henri Boseg a lavar, mar kar Doe, me am bezo avantur vat ha karzr
Henri Bossec alauar mar car doe me ambezo auantur mat ha quarzr
1331
Référence :
ABER
niv. 69, p305
panezenn ha surugenn am bezo da verenn
panesen ha suruguen hambezou da merenn
1350
Référence :
ISYK.I
p107
[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]
ha pa ez vezo laqueat mat euez ouz an traezou-man: goulen ha desqc piou eo an puysantaff entre en oll re na peguant az ynt great:
1576
Référence :
Cath
p7
[«]Mar kerez ez vizi an eil itron war-lerc'h an rouanez em falez, ha davantaj, me a ray lakaat da imaj e-kreiz ma falez, evit maz vezo gant enor adeulet evel un doueez gant ma holl fobl[.»]
marquerez ez vizy an eil itron oar lerchan rouanes em pales, ha dauantaig me a gray laquat da ymaich e creis ma pales, euit maz vezo gand enor adeulet euel vn douees gant ma holl pobl,
1576
Référence :
Cath
p16
[«]Ha neuze pa ez vezo aznavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draezoù, ha ne ve ket posipl kavout dezhañ heñvel, neuze azeul-eñ ha glorifi-eñ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez.[»]
ha neuse pa ez vezo aznauezet dre graç doue an croueerr, da vezaff soueran dan holl traezou ha ne ve quet possibl caffout dezaff heuell, neuse azeule ha glorifie, rac henez eo doue an oll doueou hac autrou an holl autrounez :
1576
Référence :
Cath
p7-8
4. Goulenn gant humilite pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ kofes kentañ mar galler.
4. Goulen gand humilite pardon digant Doue ves an oll pechedaou pere hon bezo caffet enomp, ha proposiff coffes quentaff ma-z galher.
1622
Référence :
Do.
p54
D'an trede, goude bezañ en em laket d'an daoulin dirak ar c'hofesour, ha lavaret ar c'honfiteor bete mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù, hep lezel nikun a-ratozh-mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn a vezo bet ordrenet deoc'h.
D'an trede, goude beza en em laquet d'an daoulin dirac ar C'hofesour, ha lavaret ar C'honfiteor bete Meâ culpâ, coffés tout e oll bec'hedou, hep lesel nicun à ratos mat, ha / goudese ober devotamant ar pinigen à vezo bet ordrenet deoc'h.
1677
Référence :
Do.
p43
D'ar pevare, goulenn pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ o c'hofes kentañ ma c'hallimp
D'ar pevare, goulen pardon digant Doué eus an oll pec'hedou pere hor bezo cavet ennomp, ha proposi o c'hoffés quenta ma hallimp.
1677
Référence :
Do.
p55
Riv a vezo.
Riou a vezo.
1732
Référence :
GReg
pg froid (Il fera froid.)
Allas Doue, pe hon bezo-ni da lavaret d'an deiz diwezhañ ar bed, siwazh deomp !
Allas-Douë, pe hon bezo-ny da lavaret d'an deiz divezâ ar bed, siouaz deomp !
1732
Référence :
GReg
pg helas! (Helas que pourrons-nous dire au grand jour du Jugement ?)
Doue, ra vezo meulet a bep tra.
Douë raz vezo meulet a bep tra.
1732
Référence :
GReg
pg glorifier (Dieu soit glorifié de toutes choses.)
Yac'h a vezo a-benn nebeut amzer.
Yac'h a vezo a-benn neubeud amser.
1732
Référence :
GReg
pg guérir (Il guérira dans peu.)
me am bezo ; te ez [sic] pezo ; te az pezo ; eñ en devezo
me am bezo ; te ez [sic] pezo ; te az pezo ; ê èn devezo
1732
Référence :
GReg
pg avoir (j'aurai ; tu auras ; il aura)
Hounnezh eo a vezo va gwreg.
Houn-nez eo a vézô va grég.
1850
Référence :
GON.II
p.70
C'hwi, hi hag eñ a vezo pinvidik.
C'houi, hî hag héñ a vézô pinvidik.
1850
Référence :
GON.II
p.78
Pa vezo deut da zaou vloaz.
pa vézô deûd da zaou vloaz
1850
Référence :
GON.II
p.96, livre second, "Quand il aura atteint deux ans".
Roit c'hoazh ur skoed din, hag en bezo a-walc'h.
Rôit c'hoaz eur skoéd d'in, hag em bézô awalc'h.
1850
Référence :
GON.II
p.94, livre second, « Donnez-moi encore un écu, et j’aurai assez ».
Ma lenn an dra-se, e vezo souezhet.
Ma lenn ann drâ-zé, é vézô souézet.
1850
Référence :
GON.II
p.94, livre second, « S’il lit cela, il sera étonné ».
Pemp pe c'hwec'h-kant a vezo.
Pemp pé c'houec'h kañt a vézo
1850
Référence :
GON.II
p.90, livre second, « Il y aura cinq à six cents ».
Bez' e vezo glav hepdale.
Béz' é vézô glaô héb-dalé.
1850
Référence :
GON.II
p.83, livre second, " Il y aura de la pluie bientôt ".
Bez' e vezo kalz a dud en eureud.
Béz' é vézô kalz a dûd enn eûreûd.
1850
Référence :
GON.II
p.84, livre second, (Il y aura beaucoup de monde à la noce).
Hemañ a zeue eus a Vethleem, hag e lavaras d'ar vederien : Doue ra vezo ganeoc'h.
Hé-mañ a zeûé eûz a Véthléem, hag é lavaraz d'ar védeûrien : Doué ra vézô gan-é-hoc'h.
1850
Référence :
GON.II
p.101, Buez Ruth.
— « Er bloaz a zeu, 'mezañ, evel-se ne vezo, / Ha nemet diaes e ve, e kredan em bezo / Ar priz bras zomuiken evit va labouroù. »
— « Er bloaz a-zeu, 'me z-han, evelse ne vezo, / » Ha nemet diez e ve, e kredann em bezo / » Ar priz-braz zo-mui-ken evit va labourou. »
1867
Référence :
MGK
p89
Peskig bihan a vezo bras, / Digant Doue m'en deus ar c'hras / Da vevañ ur pennadig c'hoazh.
Peskik bihan a vezo braz, / Digant Doue m'en deuz ar c'hraz / Da veva eur pennadik c'hoas.
1867
Référence :
MGK
p40
Gantañ [ar gwaz], ganti [ar vaouez] e vezo poan, / Ha war ho lerc'h marteze doan.
Gant-han [ar goaz], gant-hi [ar vaouez] e vezo poan, / Ha war ho lerc'h marteze doan.
1867
Référence :
MGK
p143
War dor ur maner kaer, ar c'haerañ a zo bet, / E lizherennoù aour un deiz e voe skrivet : / An den en deus a-walc'h a vezo va ferc'henn.
War dor eur maner kaer, ar c'haera a zo bet, / E lizerennou aour eunn deiz e voe skrivet : / Ann den en deuz a-walc'h a vezo va ferc'hen.
1867
Référence :
MGK
p69
Ha pa ve, evel dir, kalet o zouchennoù, / Ar pezh zo gwir ha mat ne vezo fall na gaou.
Ha pa ve, evel dir, kalet ho zouchennou, / Ar pez zo gwir ha mad ne vezo fall na gaou.
1867
Référence :
MGK
p73
« Lavaret mat a rit peadra hor bezo, / Mard omp evit gortoz ; hogen, gwashañ a zo / On dare gant an naon ha c'hwi ivez, me gred. »
« Lavaret mad a rit peadra hor bezo, / Mar d-omp evit gortoz ; hogen, gwasa a zo / Ounn dare gant ann naoun ha c'houi ive, me gred. »
1867
Référence :
MGK
p81
Ur falc'her dispar eo, ne baouezo biken, / Endra vezo an heol o parañ war an den.
Eur falc'her dispar eo, ne baouezo biken, / Endra vezo ann heol a [sic, o] para war ann den.
1867
Référence :
MGK
p101
Evit kaout ho tra diganto, / E vezo ret c'hoari ar vazh, / Harzhal ha kregiñ du, diskolpañ evel chas.
Evit kaout ho tra digant-ho, / E vezo red c'hoari ar vaz, / Harzal ha kregi-du, diskolpa evel chas.
1867
Référence :
MGK
p108
N'eus forzh pe oad hor beus, pe vadoù, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep lec'h e vezo ar marv ; / Karrigell an ankoù gant rod ar bed a dro.
N'euz forz pe oad hor beuz, pe vadou, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep leac'h e vezo ar maro ; / Karrigel ann ankou gant rod ar bed a dro.
1867
Référence :
MGK
p100-101
Atav e kavent, evit dont a-benn eus o zaol, un abeg bennak ; rak an nep en eus c’hoant da lazhañ e gi a gav atav ur c’hleñved bennak dezhañ : ma ne gav ket en un tu e kavo en un tu all ; ma ne vez ket kavet a-gleiz e vezo kavet a-zehou.
Atao e kavent, evit dont a benn euz ho zaol, eun abek bennag ; rag an nep en euz c’hoant da laza he gi a gaf atao eur c’hlenved bennag d’ezhan : ma ne gaf ket enn eun tu e kavo enn eun tu-all ; ma ne vez ket kavet a gleiz e vezo kavet a zeou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.3
— Meulit-hen, bugaligoù, ra vezo meulet a-vremañ ha da viskoazh !
— Meulit-hen, bugaligou, ra veo meulet a-vreman ha da viskoaz !
Kontant int eus o stad. Kontant ?… Doujet d’o stad, lavaran ket. Paour eo ar pesketaer, ha paour e vezo.
Kontant int eus o stad. Kontant ?… Doujet d’o stad, lavaran ket. Paour eo ar pesketer, ha paour e vezo.
1925
Référence :
BILZ2
p.104
bo
bou
1927
Référence :
GERI.Ern
pg bo2 (si, si fait ; V.)
bo
1927
Référence :
GERI.Ern
pg bo2 (si, si fait ; proprement au sens futur)
N’eus forzh ! Herri a zo beuzet, ha Mari a vezo marv, ha ne vezo test ebet evit lavarout : ul laer bennak a zo tremenet dre an ti.
1944
Référence :
ATST
p.77
Mari a gredo dezhi e vezo bet spontet an holl dud er c’hêriadennoù tro-war-dro, pa ne gredo hini ebet anezho tostaat.
1944
Référence :
ATST
p.77
Anaoudegezh am bezo dezho da viken evit o ledander a spered.
Anaoudegez am bezo d'ezo da viken evit o ledander a spered.
1944
Référence :
EURW.1
p63
Mont a rejomp d'e welout, hag ober a reas dimp un digemer tomm : — « Setu aze », emezañ, « ar sal-c'hoarioù, setu aman pallennoù gloan : n'ho pezo nemet dont da gousket aze p'ho pezo graet ho troioù... »
Mont a rejomp d'e welout, hag ober a reas d'imp eun digemer tomm : — « Setu aze », emezañ, « ar sal-c'hoariou, setu aman pallennou gloan : n'ho pezo nemet dont da gousket aze p'ho pezo graet ho troiou... »
1944
Référence :
EURW.1
p74
« Ar gorre [eus an douar] a zo dit hag a vezo dit ha da'z rumm, gant ma anzavi ac'hanon da aotrou, ha ma paei din pe da'm gouarnour ul leve bloaziek. »
« Ar gorre [eus an douar] a zo d'it hag a vezo d'it ha d'az rumm, gant ma anzavi ac'hanoun da Aotrou, ha ma paeo d'in pe d'am gouarnour eul leve bloaziek. »
1944
Référence :
EURW.1
p9
An douar a zo din hag a vezo din da viken.
An douar a zo d'in hag a vezo d'in da viken.
1944
Référence :
EURW.1
p9
Note d'étude
Lenn a reer e GON.II eo "bézô" ar stumm graet gantañ e Bro-Leon hag e vez graet gant "bô" er-maez eus Bro-Leon.