kenavo
kenavo ar baradoz
kenavo ar bed all
Rak, ma ’z a tud da welout anezhi, neuze e teuio tud da ziwall anezhi, e-pad an noz, ha kenavo an heritaj !
— « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! »
- Adios, padre ! emezi (Kenavo, tad !). Ha mousc'hoarzhin a reas adarre ouzh ar manac'h.
Daoust ha petra am bije klevet diganti ? « Kenavo, va muiañ-karet », pe « Bez fur, Jarlig, ha desk ! »
Komz a rejomp evel boaz diwar-benn va studi, va yec'hed, e labour e ti ar mezeg, ha d'an ampoent-se e stagas kloc'hig ar chapel da dintal : "Kenavo 'ta, emezon, rak bremaik e vo bennozh ar Sakramant".
Tostaat a rae dija an termen ma rankjen tennañ ar bilhed, war arvar da vezañ sourdard war droad pe war varc’h, ha neuze kenavo d’ar mor !
Sevel a reas an ofiser e vrec’h d’an nec’h e[-]giz ma lavarer Kenavo, ha pa grogas e lestr karet da vezañ lonket gant an dour yen, ez eas gantañ da viken e bered c’hlas ar vartoloded… »
Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.
A-benn ur miz bennak pa veze perc’henn ur sal-debriñ skuizh o klevout an hevelep kanaouenn digant Toto : « Mettez donc ça, je vous prie, sur ma note ! », ha pa felle dezhañ adtapout da vihanañ ul lodennig eus e wenneien, kenavo emberr !... diwar neuze na liv na roud ne veze gwelet eus va c’hanfard.
Met kenavo dezhi da viken, Elle est morte ! hervez diskan ar fentigell am boa gounezet ganti karantez an admiral Thierry.
Ra vanje an holl draoù el lec’h ma’z oa dleet dezho bezañ ! o c’havout a rajen kerkent ha deut en-dro d’ar gêr, ha da c’hortoz, n’eo ket Priel hepken, met Te, va mammvro, Te, Breizh a-bezh, daoust ha ne oas ket dija em gwad, em eskern, em elfoù kerkoulz hag em ene ?... Da be vad ’ta kimiadiñ diouzhit ? den ne lavar kenavo da neb a zo chadennet start outañ da virviken.
Divizet hor boa, mamm-gozh ha me, e tleen lavarout kenavo da Vreizh ar bemzek a viz Ebrel, ha soñj mat am eus dalc’het eus an abardaez diwezhañ el lanneg vras war lein va C’hrec’h Elies.
Touer reuzeudik, kenavo Er Bed Dianav 'lec'h ma vo Lakaet ar c'hemm 'tre Mad ha Fall, Etre lagadeg ha den dall, 'Tre ' re a suj, poellek ha fur, Ha ' re a zisent diouz[h] ar stur.
Ur gerig e brezhoneg, ne vije nemet "ur c'henavo" a gas muioc'h hor yezh war-raok evit milvet embannadur ur brezegenn c'hallek hir-spontus
Kenavezo d'an avel fresk a zo bet ouzh hon ambroug a-hed aodoù ar Sahara, setu ni bremañ en un taol en tommder hag en amzer leizh ha pout ha pouer an trovanoù.
Ar rener a oa eta ar pezh a lavared ur "marc'hadour soubenn" ha netra muioc'h. Buan e lavaris kenavo dezhañ.
Ur c'henavo diwezhañ a lavaran dit
Kenavo hep kenavo. Laka da grabanoù war unan all mar kerez, met laosk ac'hanomp e peoc'h.
Mots précédents
Mots suivants
kenbeajour