Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Définition :  Masquer la définition

Tr. stl. isur. (e deroù un islav., goude ar bennlav.) KEN MA, KEN NA, KEN E. I. (en un islav. amzeriañ) 1. [1659, 1850, 1867, 1898, 1923] Betek ma. [1659] Ma deportit ken na zistroin. [1867] Ne gredomp e ve droug ken na vez war hor penn. [1867] Arabat tec'het kuit ken a lavarin deoc'h. [1878] [...] hag, er c’hiz-se, daoubleget, ec’h en em lakis da hortañ ken na oan skuizh. [1898] An hini en devoa laeret ar c’hefioù en Pleudaniel ha Pouldouran a zo bet tapet. Ur bugel eo, Derrien, Emmanuel e hanv. Barnet eo bet en Lannuon, hag e vo serret ken ‘n nevo paket e naontek vla. 2. [1909] Kement ha. [1909] Ken na vennis semplañ : kement ha ma voe darbet din semplañ. Al labour a yae en-dro ken a zaone. 3. (goude ur v. en e stumm nac'h) Nemet pa. Ne vin aes ken na vo graet an dra-se. & Betek ken na : ken na. Tennet e vo e vadoù digantañ ken na chomo tamm gantañ. II. 1. Kement (…) ma. Huchal a raent ken ma tregerne ar c'hoad gant o mouezhioù. Kement a besked en doa tapet ken na ouie ket petra ober ganto. Kannet e oa bet ken a strake e eskern. Tapet en doa un taol reut ken e strinke ar gwad eus e fri. 2. Kement ha ma. [1867] Un dervezh m'en doa naon, o furchañ ken a c'hell / Da glask un dra bennak dre an hernaj kalet, / E kavas un tamm dir ne oa bouk da sunañ. [1929] Ar seizh kañfard, den ebet o taollagadiñ outo, a varvailhe ken na ziaoule e brezhoneg : kaerañ yezh a zo en hollved. [1949] Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin. 3. (dirak ur v. displ.) [1929, 1949, 1954] Termen a dalvez da sevel troiennoù pouezañ. Teñval eo an diabarzh, teñval ken ez eo : teñval-kenañ eo an diabarzh. Skuizh e oa ken e oa : skuizh-kenañ e oa. [1949] Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int. [1954] Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh-hi, hag adal ma krogent da zareviñ fret ha skrap a veze warno ken ma veze. Redek a rae ken a rae : kement ha ma c'halle. [1954] Glav a rae ken a rae [...]. [1955] Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez. [1955] Kornedad war gornedad e vutunen ha barailhat a raen ken a raen, rak krog e oan da grediñ e vijemp dalc’het er sal-se bete vitam aeternam, evel ma lavare va zad, o vezañ ne skuizhe ket paotred ar polis o sellout ouzh hor paperennoù.

Exemples historiques : 
73
Masquer la liste des exemples

ma deportit ken na zistroin

1659
Référence : LDJM.1 pg (ma deportit) quen (na distroîn)

Dao dezhañ, ken na straqlo e eskern !

1732
Référence : GReg pg frapper (Frappe-le bien serré.)

redet ken na goller an alan

1732
Référence : GReg pg haleine (Courir à perte d'haleine, pp.)

redek ken na goller an alan

1732
Référence : GReg pg haleine (Courir à perte d'haleine.)

krenet gant ar riv ken na stlak an dent

1732
Référence : GReg pg greloter (pp.)

Evañ a rejont ken na strakle

1732
Référence : GReg pg (ils bûrent) à tire-larigot.

krenañ gant ar riv ken na stlak an dent

1732
Référence : GReg pg greloter

Evañ a rejont ken na fue.

1732
Référence : GReg pg (ils bûrent) à tire-larigot.

Skornañ a ra an dud gantañ, ker lent ma'z eo.

1732
Référence : GReg pg glacer (Son serieux glace les gens.)

frota ur re ken na strakl

1732
Référence : GReg pg froter (Froter quelqu'un, le batre.)

Flask eo, ken na foeltr.

1732
Référence : GReg pg flasque (C'est un grand flasque, [d]ans le pais de Treguier , & de Carhaix.)

frotañ ur re ken na fu

1732
Référence : GReg pg froter (Froter quelqu'un, le batre.)

foetañ ken na zeu ar gwad

1732
Référence : GReg pg fouetter (Foüetter jusqu'au sang.)

Dao dezhañ ken na fuo !

1732
Référence : GReg pg frapper (Frappe-le bien serré.)

foetañ ken na red ar gwad

1732
Référence : GReg pg fouetter (Foüetter jusqu'au sang.)

N'en em ziskouez ket da Vooz, ken n'en devezo debret hag evet.

1850
Référence : GON.II.HV p.103, Buez Ruth.

ken na zeuy

1850
Référence : GON.II pg ken (Jusqu'à ce qu'il vienne).

Un dervezh m'en doa naon, o furchañ ken a c'hell / Da glask un dra bennak dre an hernaj kalet, / E kavas un tamm dir ne oa bouk da sunañ.

1867
Référence : MGK p72

« Deoc'h-hu 'ta c'hoazh, merc'hed, bennozh 'vit ho kelenn, / It d'ar gêr ha chomit ken nad in d'ho koulenn. »

1867
Référence : MGK p64

— « Mamm, d'e gerent en deus lavaret dont warc'hoazh ! / Ha n'eo ket mall bale ? / — Amzer ! va bugale, / Arabat tec'het kuit ken a lavarin deoc'h. / Souchit aze, kouskit e peoc'h ! »

1867
Référence : MGK p53

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Nemet hor c'helenn-ni, kelenn mat ned eus ken ; ne gredomp e ve droug, ken a vez war ho penn.

1867
Référence : MGK p16

Sezar, ur c'hi mailh ha brudet, / Besk e lost ha rok e galon, / A voa lammet en e sav-sonn / Tost d'ur c'honikl yaouank, hag outañ o sellet : / — « Din-me out, emezañ, e gurun o c'hourdrouz, / Ken a grenas en-dro al labousigoù keizh. »

1867
Référence : MGK p112-113

ken a lampe al laezh war hec'h abid satin

1874
Référence : GBI.II p562

— Me, va danvez a ya da goll, / Da goll ez an en holl d’an holl ; / Ken na vo ar bloaz achuet, / ‘Vo ret din mont da glask va boued.

1877
Référence : EKG.I. p.267-268

Hon Tad Santel ar Pab, emezañ en ur achuiñ, en deus staget ac’hanon ouc’h eskopti Leon : ken na dorro va chadenn e chomin stag ouc’h eskopti Leon, ha n'eo ket ho lezennoù-c’hwi eo a viro.

1877
Référence : EKG.I. p.11

Harpañ mat a rejont ivez, rak derc’hel a rejont ken a en em gavas un ugent bennak ac’hanomp-ni ganto. Ouc’h hor gwelet, ar soudarded a spontas, ha, p’en em gavjomp ganto, n’oa ken nemet an div blac’h yaouank hag an daou baganad glazet.

1877
Référence : EKG.I. p.293

Da glask ho poued na eot ket, / En tu ganen ne laran ket ; / Mard eo trouz ha kann a glaskont, / Ken na vezo deiz a gavfont.

1877
Référence : EKG.I. p.268

— N’eus forzh, deuit atav. Me a zo evel sant Tomaz, ne gredas ken na welas.

1877
Référence : EKG.I. p.141

Mat, eno, en enezenn Sieg, e chomas e kuzh an Aotrou Lejeune, ken na deuas ar peoc’h.

1878
Référence : EKG.II p.195

Ret e oa deomp mont er-maez eus ar puñs ha gedal ken na vije deiz evit tennañ er-maez ar c’hwec’h korf-marv, rak n’oamp ket hon-daou evit ober an dra-se.

1878
Référence : EKG.II p.56

Treiñ a ris va c’hein ouc’h [ouzh] an nor, harpañ a ris va daou zorn war bennoù va glin, hag, er c’hiz-se, daoubleget, ec’h en em lakis da hortañ ken na oan skuizh.

1878
Référence : EKG.II p.117-118

Me zo diwar rank ma faeron, sant Tomaz, na gredas ken na welas. Pa'm [b]o gwelet e kredin.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

An hini en devoa laeret ar c’hefioù en Pleudaniel ha Pouldouran a zo bet tapet. Ur bugel eo, Derrien, Emmanuel e hanv. Barnet eo bet en Lannuon, hag e vo serret ken ‘n nevo paket e naontek vla.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

ken na vennis semplañ

1909
Référence : BROU p. 398 (penser : je ne l'ai entendu qu'au sens de penser, c'est-à-dire faillir faire quelque chose : ken na vennis sempla, tellement que je pensais m'évanouir)

Hag en em lakeas da yun ken n’en dije rediet ar gov da reiñ dezhañ ar C’hlazenn.

1923
Référence : SKET p.37

O voustrañ dezhi he genou gant e zorn d’he herzel da grial e talc’has anezhi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed.

1923
Référence : SKET p.103

Kement-se a badas ken na'z eas ar wrimennad ouelec’hioù o c’hourizañ ar vro-Wenn, war-bouez strishaat, ker moan hag un neudenn pe ur vlevenn-blac’h, ken na zeuas ar vevenn en-dro da zouar mibien Vanos da gejañ ha da vont en unan gant bevenn bro an diavaezidi.

1923
Référence : SKET p.76-77

Rak ar bleiz, treuzet gantañ ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann gornok anezhi, a zalc’has goude gant e redadenn ken na zigouezhas dirak stêr Amisios.

1923
Référence : SKET p.137

Ha, dizoaniet, an teir flac’h en em astenn en-dro d’an tan hag a gousk ken na baro an deiz.

1923
Référence : SKET p.116

Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se ur pil-dour-beuz a gouezhas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-[b]il.

1924
Référence : SKET.II p.35

Hag holl evurus, ankouaet gante o laeroñsi, ha trefuet, krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Hag ur youc’hadenn ! ur youc’hadenn ken euzhus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Ken brudet-fall e oa ken n’oa ket bet falvezet gant an aotrou person en digemer er c’hatekiz, daoust d’ar c’hure da vezañ bet lavaret dezhañ penaos Bilzig a oa ur paotr dihun, hag a deuje buan war vat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Mont a ri ganti en donvor oc’h ober hent ez eeun razout war-du ar c’hornog, e roud an heol, ken na zigouezhi gant un douar-bras meneziek, koadek, gouez, bevennet diouzh tu ar mor gant tornaodoù maen du, uhel, serzh, hep ouf, na traezh, na nep doare porzh ouzh o zreid.

1924
Référence : SKET.II p.37

Ken n’en devoe tizhet e dri bloaz, e vevas Vindosêtlos diwar laezh Velia hepken.

1924
Référence : SKET.II p.15

Ken na voe deut d’an oad-gour tamm kig-loen ne stokas ouzh e ziweuz.

1924
Référence : SKET.II p.16

Me ’m bo ur vatezh vihan a ouio ar galleg, A gaozeo evidon ken am bo en disket, Am wisko, am ziwisko, ’zibrenno va botoù, Am lakaio da gousket e-keñver va aotrou.

1925
Référence : BILZ2 p.160

Paotr kaezh, ne vi ket ur martolod, ken m'ho po graet ur veaj e mor ar Su, hag e bourzh un teir-gwern.

1925
Référence : BILZ2 p.177

Ar seizh kañfard, den ebet o taollagadiñ outo, a varvailhe ken na ziaoule e brezhoneg : kaerañ yezh a zo en hollved.

1929
Référence : SVBV p6

gortoz ken na davo ar glav

1931
Référence : VALL pg attendre (que la pluie cesse)

Ya ! trist eo ken na eo trist a-walc’h gwelout ac’hanoc’h o redek ar barrez, o sistra bemdez hag o tremen ho puhez dilabour. Ur vezh eo zoken.

1944
Référence : ATST p.29

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Référence : EURW.1 p48

Lod eus ma c'hendiskibien a veze sachet ken alies war o skouarn dehoù, ken na oa hanter-zistaget diouzh o fenn, ha deuet evel ul loa.

1944
Référence : EURW.1 p22

An hini a zo pignet war dosenn Sant-Weltaz a zo evel ur moraer e beg ur wern, a zizolo ur mor divent ; ac'halen e tizolo an arvester ur c'helc'hva douar mezevennus, ken hir ma'z eo war ar pevar avel.

1944
Référence : EURW.1 p16

Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.

1949
Référence : SIZH p.43

N'eo ket barrek war ar benveg, rak stlejañ a ra war an ton, ken eo tristidik ha hiraezhus.

1949
Référence : SIZH p.65

Ar breur Arturo a oa an tan en e gig, en e wad, en e benn. Stignet e oa e izili, ken e kinnigent tarzhañ.

1949
Référence : SIZH p.51

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Référence : SIZH p.40

- Klevet em eus lavarout eo ar Frañsizien tud difeiz, ken int.

1949
Référence : SIZH p.45

Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].

1949
Référence : SIZH p.43

Paotr ar gaita, avat, kavet gantañ an ton hag ar mentadur, a daol bremañ er-maez, en-dra [endra] ma c'hell, ur « fandango », drantig [drantik] ha goapaer, ken eo ur blijadur.

1949
Référence : SIZH p.66

Hag he sivi 'ta ! er mare-se ne weled neblec'h dre amañ ar seurt frouezh nemet en he liorzh-hi, hag adal ma krogent da zareviñ fred ha skrap a veze warno ken ma veze.

1954
Référence : VAZA p.10

Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.

1954
Référence : VAZA p.60

Neuze e teuas din da soñj va fezh-c'hoari, un dra fromus e don koadoù Arvor gant drouized, brezelourien, tan, kurun ha gwad ken ma findaone.

1954
Référence : VAZA p.26

Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ [a-heligentañ] ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »

1954
Référence : VAZA p.57

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Référence : VBRU p.21

Kornedad war gornedad e vutunen ha barailhat a raen ken a raen, rak krog e oan da grediñ e vijemp dalc’het er sal-se bete vitam aeternam, evel ma lavare va zad, o vezañ ne skuizhe ket paotred ar polis o sellout ouzh hor paperennoù.

1955
Référence : VBRU p.36

Setu amañ, emezañ, unan o labourat, Ha na ra na van na forzh, Da uzañ nerzh e gorf, ken e teu an dour c'hwez, Da redek penn-da-benn blevenn e elgez.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Ken gwir e oa, ken, pa zeuas François, mab pennhêr Roue Bro-Frañs, e 1532, da Roazhon da vezañ kurunennet Duk Breizh, ma voe savet ur varzhoneg - enklotennoù hag all ! - e brezhoneg

2016
Référence : ILIAS p. 9

Ha sed a fell din parraat outañ, ken na'm bo aterset sekretourez Makridis da nebeutañ ha ma'm bo ur skeudenn resisoc'h eus an Albaniz e laboure en e embregerezh.

2018
Référence : PZORN p.328

Met, m'emañ evel-se eo gwell lâret krak-ha-krenn, kentoc'h eget na vefe ken bec'hiet e spered ken m'en em gavfe en ospital

2020
Référence : ARGEL p. 72

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne