Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. (dirak un ag. pe un adv. en e zerez plaen) 1. [1576, 1622, 1699, 1732, 1850, 1867, 1877, 1929, 1931, 1944, 2015] KEN ... HA Troienn a dalvez da sevel derez kevatal un anv-gwan, un adverb ha da ziazezañ ur geñveriadenn etre daou zen, daou dra, daou fed, h.a. a lakaer da gevatal. [1576] ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha ma'z oa-hi [...]. [1622] Me gred ez eo mab da Doue an Tad, ken puisant, ken gouiziek, ken mat hag an tad [...]. [1732] Bezañ ker stank ha merien en ul lec'h. [1850] Ken tev hag e vreur eo. [1850] N'eo ket ken tomm hiriv ha dec'h. [1850] Bet on en e di ken alies ha c'hwi. [1867] [...] ez oc'h ker reuzeudik hag ur pesk war an traezh. [1877] Nac’h a zo aes, mes diskouez ne wrie ket war ar memes torchenn "ar re ruz" a gomzan anezho hag ar republikaned all, n'eo ket ken aes. [1929] E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. [1931] Ken trubard ha ma'z eo gaouiad. [1944] Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !… [1954] War lavar an holl en-dro din, tennañ a ran dezhi e-keñver meur a dech ; a c'hell bezañ, hogen ne gred ket din e vefen ken kalon-vat ha hi, na pell ac'hane ! [1954] [...] santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti [...]. [2015] Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ [...]. & Tr. kv. Bezañ ken du ha dour berv, ken c'hwerv hag ar vestl : du-kenañ, c'hwerv-kenañ. Bezañ ken krak e lagad ha hini ur goulm. Bezañ udb. ken tanav hag un delienn, ken kalet hag an dir. Bezañ ken hir e zivskouarn ha re un azen. Bezañ ken reuzeudik hag ur pesk war an traezh. & Ober udb. ken buan ha lavaret : e ober diouzhtu goude bezañ graet anv anezhañ. 2. GALLEK. [1732, 1850, 1877] KEN EVEL, KEN E-GIZ : KEN HA. [1732] Ker c'hwerv evel ar vestl. [1732] Kalonoù ker kalet evel an dir. [1732] Ker krak eo e lagad evel hini ur goulm. [1732] Ne deus tra ker lokant evel an arc'hant kontant. [1850] Ken hir eo e zivksouarn evel re un azen. [1877] Ar soudarded a gave ken aes mont en o hent evel chom da glask trabas ouc’h an Aotrou Breton, hag a droas ker buan kein evit mont d’an iliz. 3. Trl. kv. (dirak un ag. en e zerez plaen heuliet gt ha tra) [1931] KEN (AG.) HA TRA Kenañ. Ken laouen ha tra, ken dinec'h ha tra : dinec'h-kenañ, laouen-kenañ & Ken nebeut ha tra, ken nebeudik ha tra : an nebeutañ posupl. [1949] Nemet hemañ, ken sur ha tra, n'oa ket bet en em gavet gantañ ur Balmira war e hent. 4.a Ent krenn. en ul lav. dizalc'h. [1499, 1732, 1850, 1867] Termen a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh. [1499] Ken buhan. [1732] Ker rust eo da welet. [1850] Ne ouien ket e oac'h ken kreñv. [1850] Biskoazh na welis un den ken diempenn. [1867] Troet ker brav e brezhoneg. [1867] Unan eus e verc'hed o kanañ ker flour. [1878] [...] er-maez eus an ti m’oa bet ken eürus ennañ... & Paouez da vont ken buan. & Ken beure : ken abred diouzh ar beure. & Evit ken nebeut a dra : evit un dra ken dister. 4.b Ent krenn. en ur bennlav. dirak un islav. doareañ - degaset gant "ma", "ken ma", "na","ha na", "ken na" pe gant "ken e" - a dalvez da c'heriañ un heuliad. [1659, 1732, 1850, 1867, 1877, 1924] Termen a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh. [1659] Ker superbus eo ma tispriz pep unan. [1732] An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp kant evit ul leon, daou c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel. [1732] Ar pezh a wellan a zo ken euzhik, ma sav va blev em fenn gantañ. [1850] Kel leun eo na c'hell mui lonkañ. [1850] Ken nec'het eo, ma ne oar ket petra da ober. [1850] Ker gouiziek eo ma oar pep tra. [1867] [T]raoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall. [1877] [...] hag o vont da guzhet ker buan ha ker mat ma ne c’hellemp ket gouzout da belec’h ez aent. [1924] Dirak an aotrou person, abaf an div blac’h, ken abaf ha na gredent digeriñ o ginou. [1924] Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet. [1924] Ken brudet fall e oa ken n’oa ket bet falvezet gant an aotrou person hen digemer er c’hatekiz […]. [1931] Ken dost ken en dije touzet kein ul laouenn-dar. [1954] [K]en brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war-nes ober evel ar re-all a-raok din [...]. [1954] [...] stagañ a ris da bediñ evel ma ouien, gant va holl nerzh, gant va holl fiziañs, ken ma teue an dour war va daoulagad. 4.c Ent krenn. en un islav. dirak un ag. pe un adv. heuliet gant "ha", "ma", "e" hag ur v. displ.) Termen a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh. [1954] [...] ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter voued, kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant [...]. 5. (dirak un ag. en e zerez plaen heuliet gant ar rannig diskouez « -se ») [1878, 1931, 1949, 1972] KEN… -SE Termen a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh. Ken alies-se ! : gwall alies, hervez an hini a zistag an troiennoù-se. [1878] Ne ouzoc’h ket petra am boa c’hoant da ober en ur vont ken tost-se d’ar sitoianed ? [1931] Perak dremmoù ken doanius-se deoc'h ? [1931] Ken diaes-se. [1949] Ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ? [1972] [N]e veze ket ken diaes-se kaout te e-pad ar brezel e Goueled Breizh. 6. (dirak un adv. pe un ag. en e zerez plaen heuliet gant all) [1923] KEN (AG.) ALL a. Troienn a dalvez da sevel ur geñveriadenn a gevatalder gant udb. bet meneget abretoc'h. Ar benveg-mañ zo ken fall all : ken fall hag ur benveg all bet meneget a-raok. [1923] Ar Piramidennoù brudet eo hag ar Sfins ker brudet all. [1954] Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har. [1924, 1927, 1931, 1949, 2015] KEN (AG.) ALL b. Termen a dalvez da c'heriañ e tizher un derez uhel-kenañ war ur skeul talvoudegezhioù a denn d'ur perzh. Ken alies all ! : gwall alies, hervez an hini a zistag an troiennoù-se. Evit ken nebeut all : evit un dra ken dister. [1924] Abaoe ma oa intañvez, biskoazh ken pinvidik all ne oa bet. [1927] Ken aketus all eo da […]. [1931] Ken diaes all. [1931] Ken diaes hag all. [1931] ken kriz all. [1931] Taer da welout ha kel laosk all da gavout. [1949] Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all. [2015] Ken pouezus all eo prederiañ en ur mod hiniennel ivez […]. 7. KEMENT HA KEN BIHAN (KEN) MA : kement ha kement (ma), en hevelep doare (ma). [1924] Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet. [1944] E vamm intañvez en dizalias start, kement ha ken bihan, ma sentas outi […]. B. 1. (dirak an hevelep ag. adlavaret en e zerez plaen) [1924, 1931, 1943, 2013] KEN… HA KEN… Troienn a dalvez da sevel ur geñveriadenn a barder etre daou zen, daou dra, daou fed, h.a. [1878] Anna a gomze er c’hiz-se gant aon n’en divije unan bennak eveshaet ; en dervezh a-raok, e oant div vaouez en ti, ker mestrez ha ker mestrez, ha bremañ n’eus nemet unan. [1924] Breur gevell eo d’ar Vuhez : ganet int en hevelep deiz, hag i ker kaer ha ker kaer. [1931] Bezañ ken bras ha ken bras, ken kreñv ha ken kreñv. [1943] N'eo ket ret krediñ e ve an holl ganiennoù ken kozh ha ken kozh. [2013] Ne oa ket bet ken gorrek ha ken gorrek al labour a-hed istor savidigezh an iliz. 2. (dirak un ag., un adv., un ak., ur rag.) [1622 , 1732, 1944] KEN…, KEN… ; KEN… KEMENT… Troiennoù a dalvez da lakaat daou berzh, daou rumm, daou fed, h.a., keñver-ha-keñver. Dilezel a reas ken e dad, ken e vamm. Ken bev, ken marv : bev koulz ha marv, ar re vev koulz hag ar re varv. & Ken paour, ken pinvidik : ar re baour koulz hag ar re binvidik. & [1622] Ken en ostiv, ken er c'halizr. [1850] Ken gwazed, ken merc'hed. [1877] Kement ti a yoa e Kastell, ken e kêr, ken war ar maez, a yoa digor d’o eskob. [1878] [...] mil gwech disheñvel diouzhoc’h ken dre o yezh, ken dre o gwiskamant [...]. [1924] Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus. [1931] Ken lies a benn, ken lies a veno : ken niverus eo ar mennozhioù hag an niver a dud. & KEN ... HA KEN… ALL Ken didalvez ha ken laer all : ken didalvez ha ma'z eo laer. C. (dirak un ag.) 1. (en un tr. estl.) Pegen. 2. (dirak ar rn. v. e heuliet gant ur v. en doare div.) [1931] Ken buan all, ken kaer all : troiennoù a dalvez da c'heriañ eo bet darbet d'an darvoud-mañ-darvoud c'hoarvezout. [1931] Ker buan all en defe goulennet. II. Tr. stl. isur. A. Ken lies gwech ma, ken alies gwech (ha) ma, ken lies tro ma, ken alies a dro ma Troiennoù a dalvez da sevel, da zegas, un islavarenn amzeriañ a verk klotadur daou ober, daou zarvoud. [1954] Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ […]. EVEZH. Bez' e c'haller ober gant an adstumm "kel" dirak al lizherenn-dal "l" ha gant an adstumm "ker" dirak ur gensonenn disheñvel diouzh "n", "t", "d", "h" ha "l".

Exemples historiques : 
234
Masquer la liste des exemples

ken lies gwezh

1499
Référence : LVBCA p92, 112 (toutes lez foiz)

ken buan

1499
Référence : LVBCA p44, 112 (sitot)

22. Pan tistroas an impalaer ez eure he frezantañ dirazañ ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha ma'z oa-hi, peheni a estime a vefe kastizet ha tourmantet dre an yunoù hag an abstinasion a grede he devoa graet, ez teuas da estimiñ ez oa bezet repuet ha maget gant ur re er prizon.

1576
Référence : Cath p18

Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri.

1576
Référence : Cath p11

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Référence : Do. p58

D. Me a gred, goude ma'z eo pronoñset gant ar beleg ar c'homzoù koñsekratif, emañ enno korf hor Salver binniget, ken en ostiv, ken er c'halizr.

1622
Référence : Do. p44

M. Petra a gredit-hu someramant eus hon Aotrou Jezuz Krist ? D. Me gred ez eo mab da Doue an Tad, ken puisant, ken gouiziek, ken mat hag an tad, hag ez eo en em graet den evidomp-ni e kof ar Werc'hez glorius Mari hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.

1622
Référence : Do. p14

M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.

1622
Référence : Do. p26

kement ha ker kre

1659
Référence : LDJM.1 pg tant (& si fort)

ker buan hag ar marc'h

1659
Référence : LDJM.1 pg (aussi) vistement (que le cheual)

ker superbus eo ma tispriz pep unan

1659
Référence : LDJM.1 pg (il est) tellement (superbe qu'il mesprise tous les autres)

ker buan ha ma welis-se

1659
Référence : LDJM.1 pg incontinent (que je vis cela)

ken dous

1659
Référence : LDJM.1 pg quendoux

me gred ez eo mab da Zoue an Tad hollc'halloudek ker gouiziek ha ker mat hag an tad

1677
Référence : Do. p15

15. Gwerc'hez, Mestrez ar Gwerc'hezed, / Gwakait ma c'halon ker kalet, / Da c'hallout kaout keuz d'ho mab gwirion.

1677
Référence : Do. p69

ken tanav hag un delienn

1699
Référence : Har. pg delien, ha, ken, tanav, un (tanve comme une feuille)

ker pell ma

1732
Référence : GReg pg avant (si avant que)

ker lark

1732
Référence : GReg pg avant (si avant, si loin)

ker

1732
Référence : GReg pg aussi (conjonction comparative)

ken

1732
Référence : GReg pg aussi (conjonction comparative)

ker gouiziek ha c'hwi

1732
Référence : GReg pg aussi (docte que vous)

ker buan ha me

1732
Référence : GReg pg aussi (aussitôt que moi)

ker bras hag eñ

1732
Référence : GReg pg autant (ker bras hag eñ)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa vezent bet hadet

1732
Référence : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

Ker rust eo da welet.

1732
Référence : GReg pg hagard (Il a l’air si hagard.)

Ken alies gwech ma er gwelan.

1732
Référence : GReg pg fois (Toutes les fois que je le vois.)

Kel lies gwech ma welan anezhañ.

1732
Référence : GReg pg fois (Toutes les fois que je le vois.)

ne deus tra ker lokant evel an arc'hant kontant

1732
Référence : GReg pg (il n'y a rien de plus) éloquent (que l'argent comptant)

Ker puilh ha ker stank ez kouezh an eneoù en ifern, e-c'hiz ar pluennoù erc'h war an douar, pa gouezhont [ar] stankañ.

1732
Référence : GReg pg floccon (Les ames tombent en enfer aussi abondament que les floccons de neige, sur la terre, lorsqu'il en tombe davantage.)

Kel lies gwech ma er gwelan.

1732
Référence : GReg pg fois (Toutes les fois que je le vois.)

kel lies gwech

1732
Référence : GReg pg fois (Tant de fois, si souvent.)

ken alies a wech

1732
Référence : GReg pg fois (Tant de fois, si souvent.)

Ker c'hwerv evel ar vestl.

1732
Référence : GReg pg fiel (Aussi amer que le fiel.)

ker gwenn hag al laezh

1732
Référence : GReg pg blanc (comme le lait)

Ned eo ket ker dievezh hag ober kement-se.

1732
Référence : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela.)

Luther ar fallakr a zilezas ken e urzh ken ar feiz katolik

1732
Référence : GReg pg apostasier

Ha c'hwi ho pe un tal ker divezh evit souten kement-se !

1732
Référence : GReg pg front (Auriez-vous le front de le soûtenir ?)

Ned eus tra ker kuzhet, eme ar Skritur-Sakr, na zizoloer ha ne anavezor un deiz.

1732
Référence : GReg pg caché (l'Ecriture dit qu'il n'y a rien de si caché qui ne se revèle)

ken alies

1732
Référence : GReg pg fois (Tant de fois, si souvent.)

ker krak eo e lagad evel hini ur goulm

1732
Référence : GReg pg aigu

anaoudegezh eus ar wirionez, ken e justis, ken e lec'h all

1732
Référence : GReg pg confession (declaration, reconnessance de la verité)

Ken hezr eo an dremm anezhañ.

1732
Référence : GReg pg hagard (Il a l’air si hagard.)

An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.

1732
Référence : GReg pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)

Ker ferv eo an dremm anezhañ.

1732
Référence : GReg pg hagard (Il a l’air si hagard.)

Ker stank eo ar fazioù e-barzh el levr-mañ e-c'hiz ar merien en ur grugell.

1732
Référence : GReg pg fourmiller (Ce livre fourmille d'erreurs.)

bezañ ker stank ha merien en ul lec'h

1732
Référence : GReg pg fourmiller (être en grand nombre, comme sont les fourmis)

Ken alies a boullad lezr, ken alies a gant skoed

1732
Référence : GReg pg fosse (Chaque fosse pleine de cuir vaut cent écus.)

kalonoù ker kalet evel an dir

1732
Référence : GReg pg acier

ker start

1732
Référence : GReg pg fort-e (Si fort, si fortement.)

Ar pezh a wellan a zo ken euzhik, ma sav va blev em fenn gantañ.

1732
Référence : GReg herisser (Ce que je vois est si horrible, qu'il me fait herisser les cheveux à la tête.)

Ker kalet eo ar rev ma 'z eo sklaset ar stêr ha skornet ar vein gantañ.

1732
Référence : GReg pg gelée (La gelée est si forte, que la riviere est prise, que les pierres en sont gelées.)

Ned eo ket ker dall e saout.

1732
Référence : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela. En riant, on dit —)

ker kre

1732
Référence : GReg pg fort-e (Si fort, si fortement)

Ken alies gwech ma welan anezhañ.

1732
Référence : GReg pg fois (Toutes les fois que je le vois.)

ker don

1732
Référence : GReg pg avant (si avant, si profondément)

ker lark

1732
Référence : GReg pg avant (si avant, si profondément)

Dibaot eo kavout un den kel laouen.

1850
Référence : GON.II pg dibaot (Il est rare de trouver un homme aussi gai).

ken gwazed, ken merc'hed

1850
Référence : GON.II pg merc'h (tant hommes que femmes).

kel

1850
Référence : GON.II pg kel, ken (Si. Aussi. Tant. Autant).

Kel leun eo na c'hell mui lonkañ.

1850
Référence : GON.II pg kel (Il est si plein qu'il ne peut plus avaler).

ken

1850
Référence : GON.II pg kel, ken, kenn, ker (Si. Aussi. Autant. Tant. De plus, jusque. Jusqu'à).

Ken hir eo e zivskouarn evel re un azen.

1850
Référence : GON.II pg azen (Ses oreilles sont aussi longues que celles d'un âne).

ken izel

1850
Référence : GON.II pg ken (aussi bas).

ken noazh

1850
Référence : GON.II pg ken (aussi nu).

Ken tev hag e vreur eo.

1850
Référence : GON.II pg ken (Il est aussi gros que son frère).

ken uhel

1850
Référence : GON.II pg ken (aussi haut).

ken

1850
Référence : GON.II pg ken, kenn (Si. Aussi. Autant. Tant. De plus, jusque. Jusqu'à).

ker

1850
Référence : GON.II pg kel, ken, ker (Si. Aussi. Autant. Tant. De plus, jusque. Jusqu'à).

Ker bras ha c'hwi

1850
Référence : GON.II pg ker (aussi grand que vous).

ker c'hwerv eo evel ar vestl

1850
Référence : GON.II pg bestl

An hini ne glev ket a zo ker reuzeudik hag an hini ne wel ket.

1850
Référence : GON.II p.73 (celui qui n’entend pas est aussi malheureux que celui qui ne voit pas).

Ne anavezan ket a vamm ker beizik hag hi.

1850
Référence : GON.II pg baizik (Je ne connais pas de mère aussi jalouse qu'elle).

n'eo ket ken bigofek hag e vreur

1850
Référence : GON.II pg bigôfek

N'eo ket ken don.

1850
Référence : GON.II pg ken (Il n'est pas si profond).

Ne ouien ket e oa ken hakr.

1850
Référence : GON.II pg akr (Je ne savais pas qu'il fût si vilain, si affreux, etc.)

Ne ouien ket e oac'h ken kre.

1850
Référence : GON.II pg ker (Je ne savais pas que vous fussiez si fort).

Hi pehini a oa ker kre a-raok, a vez klañv alies bremañ.

1850
Référence : GON.II p.73 (Elle qui était si forte auparavant, est souvent malade à présent).

Ho preur n’eo ket ker kozh ha me.

1850
Référence : GON.II p.88, livre second, « Votre frère n’est pas si âgé que moi ».

Biskoazh n'em eus gwelet un den ken diboell.

1850
Référence : GON.II pg diboell (Je n'ai jamais vu d'homme aussi fou, aussi furieux).

Biskoazh ne welis un den ken diempenn.

1850
Référence : GON.II pg diempenn (Jamais je ne vis un homme aussi écervelé, aussi étourdi).

Ken diflach eo hag ur roc'h.

1850
Référence : GON.II pg diflach (Il est aussi immobile qu'un rocher).

N'eo ket ken diot ha ma en deus doare da vezañ.

1850
Référence : GON.II pg diod ou diot (Il n'est pas aussi idiot qu'il en a l'air).

Ker kalet eo e galon evel an dir.

1850
Référence : GON.II pg dîr (Il a le cœur aussi dur que l'acier).

Diskredik eo abaoe ma eo bet touellet ken alies.

1850
Référence : GON.II pg pg diskrédik, diskridik (Il est défiant depuis qu'il a été trompé si souvent).

N'eo ket ken dishegar ha m'en deus doare da vezañ.

1850
Référence : GON.II pg dishégar, dishégarad (Il n'est pas aussi intraitable, aussi insensible qu'il le paraît).

N'eo ket ken dizanvez ha ma livirit.

1850
Référence : GON.II.HV pg dizanvez (Il n'est pas aussi inepte que vous le dites).

Ken dizoñvus hag ur bleiz eo.

1850
Référence : GON.II pg dizoñuz, dizoñvuz (Indomptable, qu'on ne peut dompter, apprivoiser).

ken du ha dour-derv

1850
Référence : GON.II pg dû (noir comme jais).

Ken hedro hag ar valafenn eo.

1850
Référence : GON.II pg édrô (Il est aussi volage, aussi inconstant que le papillon).

Ker gwenn hag an erc'h eo.

1850
Référence : GON.II pg erc'h (il est blanc comme neige).

Bet on en e di ken alies ha c'hwi.

1850
Référence : GON.II p.93, livre second, "J'ai été chez lui aussi souvent que vous".

N'eo ket ken tomm hiriv ha dec'h.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Il ne fait pas aussi chaud aujourd’hui qu’hier ».

N'on ket ker bras ha c'hwi.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Je ne suis pas aussi grand que vous ».

Ker gouiziek eo ma oar pep tra.

1850
Référence : GON.II p.94 (il est si savant qu’il sait tout).

Ken iskis eo ma ra an holl goap anezhañ.

1850
Référence : GON.II p.94 (Il est si extraordinaire que tout le monde se moque de lui).

Ken nec'het eo, ma ne oar ket petra da ober.

1850
Référence : GON.II p.95 (Il est si inquiet, qu’il ne sait que faire).

Ker skuizh e oan ma kouezhen bep kammed.

1850
Référence : GON.II p.95 (j’étais si fatigué, que je tombais à chaque pas).

[…] ha meur a varvailh all kel leun a furnezh pe leunoc'h, troet ker brav e brezhoneg !

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

« Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit din-me, m'ho ped, / Un all war-dro amañ zo ker kozh ha ma'z oc'h ? »

1867
Référence : MGK p101-102

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

Un neizh eostig oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered!"

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Aotrou, eme ar c'hi, ha petra vir ouzhoc'h, da zont lart eveldon, ha marteze lartoc'h ? List ho koajoù, o vevañ 'c'hiz a rit, gant nebeut freskajoù, ez oc'h ker reuzeudik hag ur pesk war an traezh.

1867
Référence : MGK p8

Kement ti a yoa e Kastell, ken e kêr, ken war ar maez, a yoa digor d’o eskob.

1877
Référence : EKG.I. p.16

Da vihanañ, eme Job, e lezoc’h ac’hanon da gas deoc’h un dorzh vara pe ziv er sizhun, hag an traoù a vezo ret deoc’h, ken na deuy un eost nevez en douar.

1877
Référence : EKG.I. p.51

Koulskoude n’em eus klevet trouz ebet. Ha te ? — Na me kennebeut ; n’em eus gwelet nemet evel ul luc’hedenn o tont eus ar solier aze, o para un tammig warnomp hag o vont kui[t] ker buan-all.

1877
Référence : EKG.I. p.75-76

Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.

1877
Référence : EKG.I. p.99

Ar martolod kozh, er porzhioù-mor m’oa bet enno, ken e Frañs, ken er broioù all, en doa gwelet meur a dra iskis, traoù briket ha traoù marellet, mes n’en doa biskoazh gwelet evelato un dra ker farsus evel ur person, en e roched, kuzhet e-touez ar foenn !!!

1877
Référence : EKG.I. p.142

Edont o pignat, war div renkad, disoursi ha dinec’h, krec’h Kerian, pa glevjont ur vouezh o krial ken na dregerne an draonienn ganti : — Tan, paotred Konk !

1877
Référence : EKG.I. p.203

Ar republikaned a nac’ho an "arme noar" evit bezañ a-du ganto, — koulskoude e meur a lec’h ez eus c’hoarvezet traoù ker kriz hag e Konk. — Nac’h a zo aes, mes diskouez ne wrie ket war ar memes torchenn "ar re ruz" a gomzan anezho hag ar republikaned all, n'eo ket ken aes.

1877
Référence : EKG.I. p.204

Ker kozh-se eo ; mes n'eo ket falloc’h evit-se.

1877
Référence : EKG.I. p.229

Ar soudarded a gave ken aes mont en o hent evel chom da glask trabas ouc’h an Aotrou Breton, hag a droas ker buan kein evit mont d’an iliz.

1877
Référence : EKG.I. p.246

Ar pezh a c’hloaze ac’hanomp ar muiañ, e oa o gwelet o kouezhañ warnomp pa soñjemp an nebeutañ, o tennañ pep a denn hag o vont da guzhet ker buan ha ker mat ma ne c’hellemp ket gouzout da belec’h ez aent.

1877
Référence : EKG.I. p.311-312

Ker buan an archerien, an eil war-lerc’h egile, evel chas chase o vont dre un ode vaen hanter distank, a ziskennas dre ar skalier-se er jardin hag a c’haloupas a-dreuz hag a-hed evit klask o eskob kollet.

1877
Référence : EKG.I. p.15

Nann, traoù evel-se ne vezont graet nemet evit ar brasañ mignoned. Ha c’hoazh... ne vez ket kavet bemdez tud ker kalonek, pe, evit lavaret gwell, ker sot ha c’hwi.

1878
Référence : EKG.II p.67

Ne ouzoc’h ket petra am boa c’hoant da ober en ur vont ken tost-se d’ar sitoianed ?

1878
Référence : EKG.II p.88

Deomp-ni, en hor bro, e oa lavaret n’oa tud ar vro-mañ nemet bugale ; n’oa nemet mont en o ziez, komz rok outo, ha ker buan e vije digaset deoc’h da zibriñ ha da evañ leizh kof.

1878
Référence : EKG.II p.127

Ker buan lavaret, ker buan graet.

1878
Référence : EKG.II p.159

Anna a gomze er c’hiz-se gant aon n’en divije unan bennak eveshaet ; en dervezh a-raok, e oant div vaouez en ti, ker mestrez ha ker mestrez, ha bremañ n’eus nemet unan.

1878
Référence : EKG.II p.275

— Perak ne gredit-hu ket ac’hanon ? — Abalamour ma’z out ur gaouiad. — Me gaouiad ? — Ya, ker bras gaouiad ha kêr Vrest en he fezh.

1878
Référence : EKG.II p.282

Mar hoc’h eus kuitaet ho kêr ha ranket lavaret kenavezo d’ho tud ha d’ho pro evit mont a-bell da chom e-touez tud estren, mil gwech disheñvel diouzhoc’h ken dre o yezh, ken dre o gwiskamant ; mar hoc’h eus ranket mont da chom en ur vro yen ha digalon, en ur vro ha n’eus tamm menez en he c’hreiz na banne mor war he zro, neuze e c’houzoc’h gwell eget na c’hellfen her lavaret deoc’h, peger poanius ha peger kriz eo kuitaat tud hor bro.

1878
Référence : EKG.II p.285-286

Daoust ha n'eo ket nes d’ar vugale, ken paour, ken pinvidik, kaout c’hoant da vont da c’hoari an eil gant egile ?

1878
Référence : EKG.II p.301

Paol a ranke ivez ’ta mont kuit hep gellout lavaret kenavezo er bed all d’e bried, rak gouzout a rae ez ae evit ar wech diwezhañ er-maez eus a Lanzeon, er-maez eus an ti m’oa bet ganet ennañ, er-maez eus an ti m’oa bet ken eürus ennañ...

1878
Référence : EKG.II p.76

An Ao. 'n Eskob en em hastas d'er sevel en e sav en ur ouelañ hag o soñjal pegen dister ec'h en em lakae un den ker santel.

1889
Référence : BFA p120

e di hag a zo ker kaer

1909
Référence : BROU p. 407

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Référence : SKET p.5-6

Ker gwazh ha m’emañ aet ar bed war an tu-gin gant ar brezel ma n’eo ket souezh e vije bet unan eus hor c’henvroiz harluet betek e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.

1923
Référence : SKET p.5

(1) Ar Piramidennoù brudet eo hag ar Sfiñs ker brudet all.

1923
Référence : SKET p.18, Notenn 1

Ar re-se eo ar broioù am eus gweladennet, ken gant mab uhelouenn Albiorix, ken heptañ diwezatoc’h, pa voe kouezhet ar c’hi kadarn-se dindan goafioù ar Veded, war zouar bro-Azia.

1923
Référence : SKET p.19

Ker pouezek eo an trec’h-se ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihanañ brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, un hanter-benn c’hoazh uheloc’h eget ar brasañ eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourenadeg war ar c’hreñvañ anezho

1923
Référence : SKET p.32

Hep mont davet ur ouenn dud all, hep terriñ an disterañ war glanded hor gouenn-ni, e veze kavet, er-maez eus an tiegezh, paotred ha merc’hed yaouank gant kel lies hini a garje kaout kefrisa [...].

1923
Référence : SKET p.46

Daou vab en devoe ker brudet ha ker brudet o-daou, Omios ha Nemetos.

1923
Référence : SKET p.56

Da gentañ, e teue an holl, ken gwazed ken maouezed, da lakaat a-wel dirazo an taolioù-micher o doa kaset da benn er seizhvedad bloazioù o paouez tremen, pep-hini en e stad-vicher e-unan.

1923
Référence : SKET p.62

Hogen, an emziskouez-se, ker garo da dud ar gouennoù all, n’oa ennañ evit mibien Vanos na kren nag aon.

1923
Référence : SKET p.70

Pep a vloaz n’oa ken etrezo, hag int ker skiantek ha ker skiantek, ker fur ha ker fur, ker kaer ha ker kaer.

1923
Référence : SKET p.98

Ker skiantek ha poellek ez oant ha ma ’z oant kaer, ma kavas dezho na vije ket difur sevel kevredad gant an diavaezidi o tont eus a bell-vro ha stumm dezho kaout c’hoant da chom ur pennad el lec’h-se.

1923
Référence : SKET p.99

Nemet kel lies gwech ma strivent da stlepel an dour er-maez, e teue tri c’hement all e-barzh, ma kinnige ar vag beuziñ bep taol.

1923
Référence : SKET p.109

A-douez ar Skaled, ken re bro ar Goularz ha re an Erkunia ha Galia, eo o deus a bep amzer mibien Vanos en em bourvezet a vevelien hag a vitizhien.

1923
Référence : SKET p.126

[...] ; Taximagus, ar roue meurbet doueüs, difraoster lanneier ha saver gwenan, ha, da glozañ, Dêvokatus a gredas, ken nerzhek ha ma’z oa, mont a-c’houren ouzh un doue.

1923
Référence : SKET p.141

War zivskoaz pep merc’h ur vantell vras, graet gant pluñv ha marbluñv elerc’h. Kel lies alarc’h a lavarfes, ker gwenn ha ker kaer ha ma ’z int !

1924
Référence : SKET.II p.75

Diskennet em eus e-touez an dud-se, eme Vindosetlos, dre ma ’z int eeun ha dizrouk. Ken gwazed, ken maouezed, ken paotred, ken plac’hed yaouank, holl ez int mat, habask ha degemerus (1).

1924
Référence : SKET.II p.67-68

Hag e harlinke dezhi seul he zroad, ha Katellig a c’hoarzhe, a c’hoarzhe ken [n]a reude, hag ar re all evelti.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.842 (Miz C'hwevrer 1924)

Hag holl evurus, ankouaet gante o laeroñsi, ha trefuet, krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Droug en aotrou person, ken [n]a verve : — Piv ? — Kanfarded ar bourk, aotrou person ! eme ar sakrist.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Abaoe ma oa intañvez, biskoazh ken pinvidik all ne oa bet.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Ken brudet-fall e oa ken n’oa ket bet falvezet gant an aotrou person en digemer er c’hatekiz, daoust d’ar c’hure da vezañ bet lavaret dezhañ penaos Bilzig a oa ur paotr dihun, hag a deuje buan war vat.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

— Ya, paotr, hag hast afo, ha ken buan all an distro.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Galvet o deus ar re a oa en o c’hichen da gemer o ferzh er varrikenn. Gwazed ha merc’hed hag all, gant o botoù-koad, ha da evañ ! da evañ !… Graet o deus, kement ha ker bihan, ken ma en em unanas en-dro d’ar varrikenn un toullad mat a dud, ha pep hini en deus bet e votezad gwin.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027-1028 (Gouere-Eost 1924)

Ya, met ar vuoc’h a oa bet gant ar c’hole, ur pemzek deiz a oa, ha, pa erruas ar bugel ganti er gêr, he ferc’henn en deus dezhañ kanet ur c’hantik all, ha ken didruez all.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

He brusk, neuziet-kaer, a oa gwisket en ur sae-vailhek arem ker gwevn hag o tereout ker reizh ouzh he c’horf ma na rae da welout nemet unan gant he c’hroc’hen.

1924
Référence : SKET.II p.54

Breur gevell eo d’ar Vuhez : ganet int en hevelep deiz, hag i ker kaer ha ker kaer.

1924
Référence : SKET.II p.41-42

Ma teuas d’en em veskañ o anal. Hag ez oa anal an daou-se, an doueez hag ar mabig, ker klouar ha ker klouar, ker skañv ha ker skañv , ker kuñv ha ker kuñv.

1924
Référence : SKET.II p.9

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Genver 1924 ; kleier, reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Dirak an aotrou person, abaf an div blac’h, ken abaf ha na gredent digeriñ o ginou.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Marteze ar garantez-se kiriek a oa bet m’en devoa Bilzig kement poaniet, ken pell kendalc’het da ziskiñ lenn, skrivañ, evit prenañ levrioù, kiriek ivez m’en devoa Bilzig moustret kement war e imor ha ken alies trec’het warni.

1925
Référence : BILZ2 p.179-180

Ar pezh a zo gwir, pell-pell eo bet aet, ken pell ken n’en deus ket bet klevet hanv anezhañ e-pad n’ouzon ket pet vloaz.

1925
Référence : BILZ2 p.116

Ar vartoloded, ar vererien, paotred ar c’homanañchoù nan int ket ken ankouaus : o eñvor a zo donoc’h.

1925
Référence : BILZ2 p.165

En em blijout a rae Bilzig en bourzh ar Vran, gounit mat a rae, ha c’hoant n’en devoa ket da goll e gabiten, ken rust gant ar re all ha ken dic’hlorus gantañ, ha ken mat.

1925
Référence : BILZ2 p.170

A-wechoù al laz ne veze ket evit dibradañ ar sein ken pounner hag a veze.

1925
Référence : BILZ2 p.122

Piv a oa ken leal hag eñ ? Ha piv furoc’h, eeunoc’h hag eñ ?… Evel-se e vez kollet e vrud gant ar paourkaezh den.

1925
Référence : BILZ2 p.142

Ha setu ur jolori biskoazh ken dudius all.

1925
Référence : BILZ2 p.159

Ken aketus all eo da...

1927
Référence : GERI.Ern pg all (il n'est pas moins soigneux pour...)

Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.

1929
Référence : SVBV p.15

Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper.

1929
Référence : SVBV p10

kellies penn, kellies meno

1931
Référence : VALL pg autant (de têtes autant d'opinions)

ken diaes all

1931
Référence : VALL pg aussi (difficile que cela)

kellies a benn, kellies a veno

1931
Référence : VALL pg autant (de têtes autant d'opinions)

ker pinvidik ha te

1931
Référence : VALL pg aussi (riche que toi)

ken diaes hag all

1931
Référence : VALL pg aussi (difficile que cela)

ker kriz all

1931
Référence : VALL pg autant (cruel ; se rapportant à une qualité)

ker… ha

1931
Référence : VALL pg aussi(... que ; suivi d'un subs. ou cd'un pronom)

ker pinvidik ha Pêr

1931
Référence : VALL pg aussi (riche que Pierre)

ken diaes-se

1931
Référence : VALL pg aussi (difficile que cela)

ken dinec'h ha tra

1931
Référence : VALL pg (sans la moindre) appréhension

ken nebeudik ha tra

1931
Référence : VALL pg aussi (peu que possible)

ken dost ken en dije touzet kein ul laouenn-dar

1931
Référence : VALL pg (si) avare (qu'il tondrait un oeuf)

ken trubard eo, ken gaouiad eo

1931
Référence : VALL pg aussi (traître que menteur)

kel lies all

1931
Référence : VALL pg autant (pour appuyer sur le rapport de comparaison)

ken trubard ha ma'z eo gaouiad

1931
Référence : VALL pg aussi (traître que menteur)

ken… ha

1931
Référence : VALL pg aussi

ker buan all

1931
Référence : VALL pg aussitôt (avec rapport implicite avec la proposition précédente)

ker buan all en defe goulennet

1931
Référence : VALL pg (il eut) autant ([aussi vite] fait de demander)

ker fall all

1931
Référence : VALL pg (à l')avenant

ker kreñv ha ker kreñv

1931
Référence : VALL pg aussi (fort l'un que l'autre)

ken dall eo na wel ket

1931
Référence : VALL pg (il est) assez (aveugle pour ne pas voir)

taer da welout ha kel laosk all da gavout

1931
Référence : VALL pg (ferme en) apparence (et faible en réalité)

perak dremmoù ken doanius-se deoc'h ?

1931
Référence : VALL pg (pourquoi avez-vous l')air (si triste)

kel… ha

1931
Référence : VALL pg aussi

N'eo ket ret, a-hend-all, krediñ e ve an holl ganiennoù ken kozh ha ken kozh, ha dre-se ez eo bet stanket ha diatredet an holl.

1943
Référence : TNKN p72

Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, ur golaj tudjentil, brudet e oa evit reiñ deskadurezh amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantoù ken war ar bleniadur.

1944
Référence : EURW.1 p51

An traoù ne oant ket ken aes hag e c’hellfed krediñ.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Kaniri a veze ivez (korioù) ken er c'hoariva, ken en oferennoù Sul hag er saludoù.

1944
Référence : EURW.1 p52

Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !…

1944
Référence : ATST p.14

Ar pezh a zo sur eo emañ e-kreiz an dorgenn hag ez a don, don, betek ar stêr vras a red en draonienn, ker reizh ha ker sioul.

1944
Référence : ATST p.44

Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

1944
Référence : ATST p.50

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

1944
Référence : ATST p.52

Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.

1944
Référence : ATST p.53

War hent Lanurgad, Job ha Lom a oa nec’het ken na oant.

1944
Référence : ATST p.132

« Amañ 'n em bliji sur, gant mestroù ken mat ».

1944
Référence : EURW.1 p30

Neblec'h all ebet n'hellfer kavout un douar ken kaer, un natur ken stagus.

1944
Référence : EURW.1 p14-15

E vamm intañvez en dizalias start, kement ha ken bihan, ma sentas outi ; mes ne oa ken e soñj gant al labour-douar ; uheloc'h en doe c'hoant da sevel.

1944
Référence : EURW.1 p11

(...) a-zivout kement tra a selle ouzh an Emsav Nevez, ken e brezhoneg evel e galleg.

1944
Référence : EURW.1 p.87

Ar mor a oa ken plaen, ma n'eus ket bet a dud klañv.

1944
Référence : EURW.1 p.110

Stad a voe ennañ o welout an Emsav breizhek harpet gant paotred ken yaouank ha ni.

1944
Référence : EURW.1 p.165

O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet. Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all.

1949
Référence : SIZH p.46

Habask ar paotr, hag azezañ da bateriñ : - Me ho salud, Mari, leun a c'hras, ker ruz eo da jenoflez !... Biskoazh seurt dievezhded !...

1949
Référence : SIZH p.63

Avi a savas er breur Arturo a [ouzh] fiziañs disaouzan e geneil. Nemet hemañ, ken sur ha tra, n'oa ket bet en em gavet gantañ ur Balmira war e hent.

1949
Référence : SIZH p.56

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

Ar vouezh-se, e-giz ur fleüt, an daoulagad du-se, ker kevrinus a-dreñv o mantilh, hag ar mousc'hoarzh-se, ur mousc'hoarzh boemus, a daole e sklerijenn en-dro dezhañ.

1949
Référence : SIZH p.48

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.

1949
Référence : SIZH p.46

- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.

1949
Référence : SIZH p.45

- Va Doue ! Va Doue ! Va Doue ! emezañ en un huanad. Tomm eo din, ken n'eo tomm !

1949
Référence : SIZH p.39

N’emañ ket en e aes. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon. Sec’h eo e staoñ ha lammat a ra ar gwad en e benn. Santout a ra en e izili nerzhoù, biskoazh ken kivioul, o tirollañ.

1949
Référence : SIZH p.39

Ken teñval edo ar c'hogn m'edo daoulinet, ma voe darbet d'ar breur Arturo mont e-biou hep he gwelout.

1949
Référence : SIZH p.41

Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.

1949
Référence : SIZH p.37

Grougousat a rae eben, nemet en em laerez [sic] a rae. Kenedus e oa, hag an huñvreer ne ehane ket e sell[-]da barañ war he digroazell [sic] fiñvus ha bev, ha war he zreid bihan-bihan, ha ker mibin.

1949
Référence : SIZH p.51

Met gwellañ tra 'oa, ken prim all e torre d'he glac'har.

1954
Référence : VAZA p.12

Engortoz e oan pell ’oa da glevout kement-mañ, ha ken pell all am boa graet va meno da stourm ouzh n’eus forzh piv a grogje gant ar gaoz-se, ha kaer en devefe aliañ, arguziñ, pediñ pe vallozhiñ, lakaet am boa em spered ne drojen ket na zoken war ledander un ivin a-ziwar va roudenn.

1954
Référence : VAZA p.65

Hini [banniel] sant Jozeb, eus Priel, ruz-tan hag aour, ken tev ha ken hir an troad anezhañ ha gwern ur gobar, a oa lorc’h ar barrez.

1954
Référence : VAZA p.52

Krignet e vezen dalc’hmat gant an doan, ar glac’har pe ar spont ; ne baouezen ket d’ober gwad fall ha tremen a raen gant hanter-voued [hanter voued], kement ha ken bihan ma teuas an hini-gozh, gant an druez he devoa ouzhin, a-benn d’ober d’an den dirollet se plegañ d’he c’hoant : « Da viz here, emezi, kerkent ha ma tigoro adarre ar c’hloerdi, kaset e vo ar paour kaezh minor-mañ da Landreger ha menel a raio di [sic] da gousket ».

1954
Référence : VAZA p.49

Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ, ha kerkent ha klouket gantañ e dakenn rom en ur sevel gant an diri, floup ! hag ar werenn en e c’hodell.

1954
Référence : VAZA p.47-48

Daoust da se, strivañ a ra da stardañ he divrec’h e-dro [sic, en-dro]d’he mabig ; santout a ran war va jod c’hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c’hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c’hoant, ya, c’hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met allas, n’eo ket evit distagañ ur ger…

1954
Référence : VAZA p.45

Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».

1954
Référence : VAZA p.41

Ar sulvezh ma fell din komz dioutañ, fromus e oa tomm an amzer, suilhañ a rae an heol ken a rae [ken na rae], hag o vezañ ne c’hwezhe tamm mouchig avel ebet, netra ne glaske den nemet chom en disheol.

1954
Référence : VAZA p.40

Hanter-kant vloaz goude, lavaret e voe din kement-mañ gant ur c’hoarierez dispar, Marc’harid Moreno, e burev va c’heneil Loeiz Jouvet (Doue d’o fardono o-daou !) : « Dleout a raen displegañ du-hont ar Bedenn war Gorre-kêr gant Renan, met pa grogis d’ober diouzh va micher, e tarzhas e-dro din ur safar ken skrijus ma rankis paouez gant aon rak semplañ.

1954
Référence : VAZA p.58

Ken stank ha grizilh e kouezhe war ar c’hlazenn dirak ar beorien santimoù ha gwenneien, ha d’ar c’houlz-se, kristenien, e vire c’hoazh ur gwenneg a netra e holl dalvoudegezh.

1954
Référence : VAZA p.55

War lavar an holl en-dro din, tennañ a ran dezhi e-keñver meur a dech ; a c'hell bezañ, hogen ne gred ket din e vefen ken kalon-vat ha hi, na pell ac'hane !

1954
Référence : VAZA p.12

Ya, pegen laouen e vezen bep tro ma tigouezhe din gwelout o veskañ, o tiveskañ hag o fraoñval kel lies a vouchouer [sic, vouchoueroù] a bep seurt liv, gant ar c’hatiolennoù gwenn-erc’h o plavañ a-us dezho, ha tamm ebet ne veze mezher du ar gwazed evit o digoantañ !

1954
Référence : VAZA p.33

Ken skuizh eo aet hag e gazeg / Ha soudarded lampon e stroll.

1960
Référence : PETO p33

Allas ! Sitoian ha dellezet en deus / Bezañ kastizet ken kriz ha didruez ?

1960
Référence : PETO p37

Ha ma rankas buan an dud tremen eus ar "c'hafe-kafe" d'ar "c'hafe-heiz", ne veze ket ken diaes-se kaout te e-pad ar brezel e Goueled Breizh.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

'Palatat emañ-eñ, Ken ingal ha plaen, 'Vit na teu an tre, Da ruilhal ar maen, Ar vilienn rous He gwiskad lipous.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Koulskoude, pa vo peursellet ouzh dibun an deiziadoù, ne oa ket bet ken gorrek ha ken gorrek al labour a-hed istor savidigezh iliz-veur Kemper.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 7

Ken pouezus all eo prederiañ en ur mod hiniennel ivez, evit gouzout e pelec'h e lakaer ar vevenn subjektivel a zisparti ar stourm feuls diouzh ar stourm difeuls.

2015
Référence : DISENT p61

Ken kriz ha kalet hag ar feulster fizik-se ez eo ar feulster gouzañvet gant ar re "wasket" er c'hevredigezhioù direizh a-vremañ : ur feulster psikologel, arouezius pe sevenadurel a-berzh an ensavadurioù an hini eo.

2015
Référence : DISENT p61

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux