I.
1. Leizh ur bod, ur vodenn.
Bodennadoù lann. Bodennadoù roz. Ar plant-se a ra bodennadoù bras.
HS. bochad (1).
2. Bern, gwrac'hell.
Bodennadoù segal.
II.
1. Taol skoet war-bouez ur bod.
Disvantañ ur vodennad gant ub. Taolioù treid, fasadoù ha bodennadoù.
2. Dre ast.
Kementad taolioù a roer d'ub. a venner kastizañ.
Mar ne chomez ket fur e tapi ur vodennad.
HS. c'hwistad, distres, foetadenn, gwiskad, predad, roustad, trepan.
III.
1. Bagad, tolpad.
Bodennadoù pirc'hirined.
HS. bochad (1), toullad.
2. Krugell.
Ur vodennad merien.