boest
boest
boest
Met siwazh, trec’het e vezen bep tro ma kroge ennon ar c’hoant butunat unan diouto, ha pell-pell kent bezañ distro e Breizh, stlepel a ris er mor ar voest ken kaer na vane ken netra enni.
Dre eurvad, ne goustas ket re ger va hini-me, pemp skoed en holl gant ur pikol boest gartoñs da glenkañ anezhañ, ha padal kement hag eizh heol e lugerne va « huit-reflets», evel ma lavare ar C’hallaoued.
Evit amañ ez eo touforek, kloz evel ur voest ma 'z eo.
[...] ar barroù arne o deus digoret sanioù don e gorre an aod, hag amañ hag ahont e vez stanket an hent gant pikolioù kefioù gwez bet douget eno gant ar mor, gwez aet da goll tra m'edod o kargañ ul lestr bennak, hag e-lec'h mont da Hambourg da vezañ graet boestoù sigar ganto ez int deut da vreinañ amañ war an traezh.
'Welen ket mui yer o tiskrabañ er porzhioù, 'gleven ket mui na kaketaj na kokalugoù : yer, dindan blasteg, vioù, renket dre c'hwec'h pe zaouzek e boestoù polistiren, a veze kavet er Rallye, pe er Mammouth, pe er C'hontinent tostañ.
Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...
Mots précédents
Mots suivants
boestaat