1. Dourredenn vihan.
Ar richer a rede sioulik war an traezh flour.
HS. gouer, gwazh, riolenn, ruzelenn.
2. RANNYEZH.
Traonienn ur stêr a bign al lanv enni.
Ribloù flour richerioù Elorn ha Trearen.
HS. ober.
3. RANNYEZH.
Stêr.
Gwelout a raen taolennoù lirzhin dirazon, gwelout a raen gant va spered torgennoù alaouret Menez Are, ribloù flour glazennek richerioù Elorn, Pourpri ha Trearen.
Gwelout a raen taolennou lirzin dirazoun, gwelout a raen gant va spered torgennou alaouret Menez Are, riblou flour glazennek richeriou Elorn, Pourpri ha Trearen.
1929
Référence :
SVBV
p.15
Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.
Dirag an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en eur leñva hag en eur hiboudi war eun ton hiraezus ha klemvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poullpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude beza en em silet dre angellou prenn rod vras ar vilin goz he mogeriou iliavek.