Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dourredenn vihan. Ar richer a rede sioulik war an traezh flour. HS. gouer, gwazh, riolenn, ruzelenn. 2. RANNYEZH. Traonienn ur stêr a bign al lanv enni. Ribloù flour richerioù Elorn ha Trearen. HS. ober. 3. RANNYEZH. Stêr.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Gwelout a raen taolennoù lirzhin dirazon, gwelout a raen gant va spered torgennoù alaouret Menez Are, ribloù flour glazennek richerioù Elorn, Pourpri ha Trearen.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial