I.
H.g.
A. (db. al lec'hioù)
1. Ober ar riñs e, war ul lec'h bnk. : laerezh, preizhañ ar pezh zo ennañ en ur zistrujañ traoù.
Ober ar riñs e kêrig ar Faou. Ober a reas ar riñs war ar maezioù tro-war-dro. Laeron a reas skrap ha riñs en e di.
HS. arigrap, skrap.
2. A-wechoù, dre skeud.
Ober ar riñs en ul lec'h bnk. : goullonderiñ al lec'h-se.
Dont a reas an urcher da ober ar riñs en he zi.
B. (db. an diedoù hag ar bouedoù d.h.)
Ober ar riñs war udb. : e lonkañ penn-da-benn.
Graet o doa ar riñs war gement a ginniged dezho da zebriñ ha da evañ.
C. (db. an dud hag al loened)
1. Ober ar riñs war ub. : e argas (eus ul lec'h bnk.).
E Jeruzalem eo graet ar riñs war ar gristenien.
2. Ober ar riñs war ul loen bnk. : e chabousat, e argas.
Ober a reas ar riñs war an amprevaned-se.
II. (impl. e troiennoù)
Ober riñs plad : debriñ an holl draoù zo war ur plad.
Gant tri pe bevar zaol teod e reas riñs plad.
&
Ober riñs ti : goullonderiñ an tiez dre lazhañ an annezidi anezho.
Ar marv en deus graet riñs ti.
&
Ober riñs bro : aloubiñ ur vro.
Ar Saozon a reas riñs bro e Breizh-Veur.
&
Ur banne riñs tas : banne gwin-ardant a gemerer en un tas war-lerc'h ar c'hafe.
III.
G.
1. Gwechad distrujañ, kas da get.
Ar vosenn a reas ur riñs war menec'h Pakom.
&
Ur riñs ti e oa bet ar brezel pevarzek : goullo e oa an tiez war-lerc'h ar brezel-se.
2. Riñsadenn, gwechad naetaat.