Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. (db. al lec'hioù) 1. Ober ar riñs e, war ul lec'h bnk. : laerezh, preizhañ ar pezh zo ennañ en ur zistrujañ traoù. Ober ar riñs e kêrig ar Faou. Ober a reas ar riñs war ar maezioù tro-war-dro. Laeron a reas skrap ha riñs en e di. HS. arigrap, skrap. 2. A-wechoù, dre skeud. Ober ar riñs en ul lec'h bnk. : goullonderiñ al lec'h-se. Dont a reas an urcher da ober ar riñs en he zi. B. (db. an diedoù hag ar bouedoù d.h.) Ober ar riñs war udb. : e lonkañ penn-da-benn. Graet o doa ar riñs war gement a ginniged dezho da zebriñ ha da evañ. C. (db. an dud hag al loened) 1. Ober ar riñs war ub. : e argas (eus ul lec'h bnk.). E Jeruzalem eo graet ar riñs war ar gristenien. 2. Ober ar riñs war ul loen bnk. : e chabousat, e argas. Ober a reas ar riñs war an amprevaned-se. II. (impl. e troiennoù) Ober riñs plad : debriñ an holl draoù zo war ur plad. Gant tri pe bevar zaol teod e reas riñs plad. & Ober riñs ti : goullonderiñ an tiez dre lazhañ an annezidi anezho. Ar marv en deus graet riñs ti. & Ober riñs bro : aloubiñ ur vro. Ar Saozon a reas riñs bro e Breizh-Veur. & Ur banne riñs tas : banne gwin-ardant a gemerer en un tas war-lerc'h ar c'hafe. III. G. 1. Gwechad distrujañ, kas da get. Ar vosenn a reas ur riñs war menec'h Pakom. & Ur riñs ti e oa bet ar brezel pevarzek : goullo e oa an tiez war-lerc'h ar brezel-se. 2. Riñsadenn, gwechad naetaat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial