Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

(db. an dud hag o c'hroc'hen) Roufennoù warnañ. Un tal roufennet. Roufennet e oa e dal gant an anken. Divoc'h roufennet gant ar gozhni.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

roufennet

1850
Référence : GON.II pg roufennek, roufennet

Pa wele ar soudarded oc’h en em erbediñ outo, war bennoù e zaoulin, bizaj ur manac’h kozh, roufennet e zremm gant an daeloù, gwennet e benn gant aon rak an ifern, kaledet e groc’hen gant ar binijenn. el lec’h astenn dezhañ o dorn, e tarc’haouent warnezhañ taolioù kros-fuzuilh ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outañ e benn, ha ma sklapent e empenn ouc’h ar mogerioù a-dro-war-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.39

E zaoulagad a luc’h en e benn evel daou gef-tan, an eonenn a zo e korn e c’hinou, disec’h eo e vuzelloù, e fronelloù a zo digor hag a [z]eu evel moged anezho, e dal a zo roufennet, e gorf a-bezh a gren gant e herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ.

1877
Référence : EKG.I. p.287

Treut e oa e zremm ha roufennet, me en kave heñvel ouzh unan eus ar sent koad a welen en-dro d'an aoter en iliz Karnoed, nemet e-lec'h dougen ur sae ruz, pe unan c'hlas, e oa unan du gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p30-31

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux