roufennet
Pa wele ar soudarded oc’h en em erbediñ outo, war bennoù e zaoulin, bizaj ur manac’h kozh, roufennet e zremm gant an daeloù, gwennet e benn gant aon rak an ifern, kaledet e groc’hen gant ar binijenn. el lec’h astenn dezhañ o dorn, e tarc’haouent warnezhañ taolioù kros-fuzuilh ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outañ e benn, ha ma sklapent e empenn ouc’h ar mogerioù a-dro-war-dro.
E zaoulagad a luc’h en e benn evel daou gef-tan, an eonenn a zo e korn e c’hinou, disec’h eo e vuzelloù, e fronelloù a zo digor hag a [z]eu evel moged anezho, e dal a zo roufennet, e gorf a-bezh a gren gant e herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
roufennus