I.
V.g.
1. (db. ar c'hezeg, ar saout)
Sevel e bavioù a-dreñv en un doare prim en nec'h, evit diskouez fulor ha kas diwar-dro ar pezh en argas.
Ar c'hulier a rae d'ar gazeg rual. Ar c'hezeg, pa welent ar bleiz o tostaat, a veze o rual hag o tiswinkal.
[1924] Bidoullig o rual !
HS. diswinkal, gwinkal, talmañ.
&
(impl. da ak.)
Divoazañ ul loen ouzh ar rual.
2. (db. an dud)
Dispac'hañ gant e zivesker, e dreid.
Ne c'hallo ket rual hiroc'h eget e c'har. Rual gant an treid.
HS. difretañ, firbouchal, fourgasiñ.
3. Trl. skeud.
Rual gant an avel : fougasiñ.
Rual a rae gant an avel ken cheuc'h e oa dezhi.
II.
V.k.e.
(db. an dud)
Bannañ gant nerzh.
Kannet em eus tud, roet taolioù bazh, ruet mein.
III.
V.k.d.
Rual ouzh ub. : en em deuler gant nerzh warnañ.
Rual ouzh ur re.