Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. ar c'hezeg, ar saout) Sevel e bavioù a-dreñv en un doare prim en nec'h, evit diskouez fulor ha kas diwar-dro ar pezh en argas. Ar c'hulier a rae d'ar gazeg rual. Ar c'hezeg, pa welent ar bleiz o tostaat, a veze o rual hag o tiswinkal. [1924] Bidoullig o rual ! HS. diswinkal, gwinkal, talmañ. & (impl. da ak.) Divoazañ ul loen ouzh ar rual. 2. (db. an dud) Dispac'hañ gant e zivesker, e dreid. Ne c'hallo ket rual hiroc'h eget e c'har. Rual gant an treid. HS. difretañ, firbouchal, fourgasiñ. 3. Trl. skeud. Rual gant an avel : fougasiñ. Rual a rae gant an avel ken cheuc'h e oa dezhi. II. V.k.e. (db. an dud) Bannañ gant nerzh. Kannet em eus tud, roet taolioù bazh, ruet mein. III. V.k.d. Rual ouzh ub. : en em deuler gant nerzh warnañ. Rual ouzh ur re.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

rual

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ruer

ruet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ruer

ruañ

1850
Daveenn : GON.II pg rua, ruer

ruet

1850
Daveenn : GON.II pg rua

ha ruañ a ra ho marc'h ?

1850
Daveenn : GON.II pg rua

ruet en deus warnon

1850
Daveenn : GON.II pg rua

ruañ

1909
Daveenn : BROU p. 249

rual

1909
Daveenn : BROU p. 416 (ruer ; se dit aussi de quelqu'un qui s'agite beaucoup au lit)

Bidoullig [ur gazeg] o rual !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial