Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

[1732, 1877, 1878, 1925, 1954, 1980, 1985, 2013] Souezhet. Parañ a rae ar c'hazhig selloù sebezet war an dud. Chom a rejont sebezet p'hor gweljont oc'h erruout. Sebezet on o welet an engroez. [1878] Goude bezañ komzet en ur ouelañ gant joa ouc’h he bugale, stardet anezho war he c’halon, ha roet dezho pep a bok karantezus, e chomas ur pennad, evel sebezet, da sellet outo. [1925] Izabel a chomas sebezet : ne oa ket evit komz. [1985] Pa zistroan va fenn da sellout ouzh arvest ar c'huzh-heol e choman sebezet. [1992] Sebezet e oan bet met ne oa ket kalz amzer ganin da chom da vagañ sebez.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

sebezet

1732
Référence : GReg pg (tomber en) défaillance (en pamoison), ebloüir (étourdir, causer une émotion dans la vuë, & dans le cerveau qui les empêche de faire bien leurs fonctions)

Chom a raent da sellet an eil ouc’h egile, evel tud sebezet.

1877
Référence : EKG.I. p.44

Ar feiz n’oa ket c’hoazh mouget e kalonoù an holl : barnerien Montroulez a chomas sebezet o lenn ul lizher ker kalonek hag a lezas, evit ur pennad, an Aotrou de la Marche e peoc’h. Chom a reas didrabas war-dro ur bloaz.

1877
Référence : EKG.I. p.11

He faner ouc’h he brec’h, e chome en he sav sebezet ha dilavar. Ned ae na ne deue.

1878
Référence : EKG.II p.286

Goude bezañ komzet en ur ouelañ gant joa ouc’h he bugale, stardet anezho war he c’halon, ha roet dezho pep a bok karantezus, e chomas ur pennad, evel sebezet, da sellet outo.

1878
Référence : EKG.II p.228

Edo en e sav war e vag, hag e tiskouezas bezañ ker mentek, ker kaer e oa an dremm anezhañ ha ken taer da welout ma kouezhjont holl sebezet a-ziwar o javed, hep gallout fiñval biz ebet evit herzel outañ da dremen.

1923
Référence : SKET p.43

Izabel a chomas sebezet : ne oa ket evit komz.

1925
Référence : BILZ2 p.176

Ac’hanta, daoust ha krediñ a rafec’h dirak petra e vanas sebezet-krenn ?

1954
Référence : VAZA p.78

Sebezet e vanfe moarvat o lenn kement-mañ, rak n’eo ket ganti ez on bet dimezet, gwech ebet n’am eus graet dezhi al lez, ha goude se n’eo bet evidon na muioc’h na nebeutoc’h eget holl verc’hed all ar bed-mañ.

1954
Référence : VAZA p.67

Ken feuls eo bet ma'z eo chomet sebezet ha stroñset an holl a o aze

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.3

Pa zistroan va fenn da sellout ouzh arvest ar c'huzh-heol e choman sebezet.

1985
Référence : DGBD p142

Sabadac'het e choman... nann, sabatuet... nann un disterig sebezet hepken... gant petra e c'hallfed c'hoazh bezañ sabadac'het pa vezer kelt ?

1992
Référence : EAZB p.131

Sebezet e oan bet met ne oa ket kalz amzer ganin da chom da vagañ sebez.

1992
Référence : EAZB p. 107

N'eus ket da vezañ sebezet dreistkont gant seurt hevelebiezh pa ouier pegen stank e oa an darempredoù etre an daou du da vor Breizh, darempredoù sevenadur, kenwerzh ha politikerezh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 13

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux