sebezus
Goude bezañ prederiet, hon eus kavet e oa gwelloc'h lezel a-gostez pep reizh strizh, rak war draoù ken sebezus e kouezhed, ma ne oad ket evit ober evel-se.
Ar gwechoù kentañ ma vezer degouezhet war un aber evel-se, e vezer laouen da vezañ adkavet an heol hag ar sklerijenn, hag e chomer bamet gant ar gwez sebezus-se, pintet uhel war o gwrizioù diniver kroazigellek ha korvigellek, evel ma vefed degouezhet evit mat e bro an huñvre.
Ar paneroù rotin du, kofek ha moñsellek, gant o golo ront hag an dornelloù hir plezhennet o kroaziañ a-us dezhañ, a oa tu da lakaat ur sammad kaer a bourvezioù e-barzh, ha gur pourveziad ken fonnus all a goñchennoù hag a geleier a oa gant va mamm-gozh pa zistroe eus ar gêr sebezus : rak n'eo ket gant pinvidigezhioù al labour-douar hepken e veze graet marc'had ha foar eno.
"Perak hoc'h eus o c'heñveriet, Guest ?" a c'houlennas a-greiz-holl. "Da lavarout eo, Aotrou", a eilgerias ar c'hloareg, "heñvelderioù souezhus a verzher etrezo ; an daou skritur zo kar e meur a geñver, war bouez un dra : n'int ket stouet heñvel." "Sebezus a-walc'h", eme Utterson. "Ya, sebezus a-walc'h evit gwir", a eilgerias Guest.
"Kavet ec'h eus un dra dedennus bennak?" "Netra, nemet bizlouc'hadoù diniver, met arabat deoc'h bezañ en gortoz a draoù sebezus."
Mots précédents
Mots suivants
sebezus