Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A sebez. Ober a rae lammoù sebezus. HS. estonus, souezhus.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

sebezus eo al liv-se

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sébézuz

sebezus

1850
Daveenn : GON.II pg sébézuz

sebezus

1931
Daveenn : VALL pg admirablement

Goude bezañ prederiet, hon eus kavet e oa gwelloc'h lezel a-gostez pep reizh strizh, rak war draoù ken sebezus e kouezhed, ma ne oad ket evit ober evel-se.

1943
Daveenn : TNKN p8

Pelec'h 'z eus taolioù-lagad sebezusoc'h eget diwar lein bourk Skrignag, gwintet evel un neizh bran war gribenn Menez Arre ?

1944
Daveenn : EURW.1 p.166

Ar gwechoù kentañ ma vezer degouezhet war un aber evel-se, e vezer laouen da vezañ adkavet an heol hag ar sklerijenn, hag e chomer bamet gant ar gwez sebezus-se, pintet uhel war o gwrizioù diniver kroazigellek ha korvigellek, evel ma vefed degouezhet evit mat e bro an huñvre.

1985
Daveenn : DGBD p59

"Perak hoc'h eus o c'heñveriet, Guest ?" a c'houlennas a-greiz-holl. "Da lavarout eo, Aotrou", a eilgerias ar c'hloareg, "heñvelderioù souezhus a verzher etrezo ; an daou skritur zo kar e meur a geñver, war bouez un dra : n'int ket stouet heñvel." "Sebezus a-walc'h", eme Utterson. "Ya, sebezus a-walc'h evit gwir", a eilgerias Guest.

2012
Daveenn : DJHMH p50

"Kavet ec'h eus un dra dedennus bennak?" "Netra, nemet bizlouc'hadoù diniver, met arabat deoc'h bezañ en gortoz a draoù sebezus."

2015
Daveenn : EHPEA p83

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial