Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. Souezhañ. Brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro. Ar melloù levrioù-se, ne vankent kammed da sebezañ poblig yaouank ar c'hwec'hvet klas.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

sebezañ

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) défaillance (en pamoison), ebloüir (étourdir, causer une émotion dans la vuë, & dans le cerveau qui les empêche de faire bien leurs fonctions)

va sebezet oc'h eus

1850
Daveenn : GON.II pg sébéza

sebezet

1850
Daveenn : GON.II pg sébéza

sebezañ

1850
Daveenn : GON.II pg fata, mézévelli, mézévenni, sébéza, sébézuz, sempla, vaganéein

al luc'hed ho sebezo

1850
Daveenn : GON.II pg sébéza

Mes den na fiñvas, an holl a yoa mantret ; brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.143

Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken disheñvel diouzh kened leskidik ha teñval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kentañ hag o hoalas dre an nevezded anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.100

sebezañ

1931
Daveenn : VALL pg abasourdir

Koulskoude 'z an da zisklêriañ, / E riskl, moarvat, d'ho kwallskoueriañ / Ha d'ho sebeziñ, klok ha rac'h, / N'on ket ur gwaz, hogen ur plac'h.

1960
Daveenn : PETO p59

Ar pezh avat hag a laka kement morian 'zo da sebeziñ eo penaos e oar ar re wenn tennañ o mad eus a bep tra, penaos e renont o flantadegoù, e c'hounezont gwez frouezh, hag all.

1985
Daveenn : DGBD p64

Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.

2015
Daveenn : POLDG p. 223

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial