Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Neuz. Gouzout a reomp ne sellit ket ouzh seblant an dud. En em guzhat dindan seblant un den. Edan seblant ar bara. & Trl. Bezañ seblant mat war ub. : bezañ doare ar yec'hed warnañ. 2. Merk, arouez. Seblant a zrougoù eo an dra-se. Se zo un dra a wall seblant. Seblant vat eo. Daoust ha seblant yec'hed eo an dra-se, pe seblant kleñved. 3. Forzh. Ober seblant a : ober forzh. Mont a raen war-raok hep ober seblant anezho. Hep lavaret ger nag ober an disterañ seblant. 4. Doare. Bezañ seblant gant ub., udb. (a) ober udb. : seblantout e ober. Seblant a oa gantañ mont di. Seblant a oa gant ar vag a soliñ. 5. Stumm dispis. Gwelet a raen er pelloù ar seblant eus un tamm douar. 6. (db. an amzer a ra) Arouez. Ar seblant zo brav, neoazh n'en em fizit ket. Pa vez al loar war he c'horn e vez seblant glav, seblant a c'hlav. Ur born zo seblant amzer fall. II. G. 1. Neuz. Kerzhet gant ur seblant doaniet. 2. (en e furm vihanaat) Ur seblantig : un tammig. Digorit ar prenestr ur seblantig. 3. Tasmant. Hi a sonje gwelet ur seblant. Hi he doa aon eus ar seblantoù. HS. spes. 4. Merk, arouez. Ne oa ken ganti seblant ebet eus he c'hleñved. & Trl. N'ober seblant mat ebet : chom fall e stad yec'hed. N'en deus graet seblant mat ebet. 5. Roud, tres. Ar boser ne wel mui seblant ebet ag al leue.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

ober seblant

1732
Référence : GReg pg feindre (prendre des apparences, faire semblant)

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 p15-16

Kaou an Ourz a oa ur mell den terrupl, dezhañ ur pezh penn, seblant ur gourener, hag e gwirionez, gourener e oa ; e skridoù brezhonek ha gallek war ar « C’hourrier » o doa roet ul lufr dispar d’ar gazetenn-se.

1944
Référence : EURW.1 p.95

Ur wech all, ez is da welout ur maner kozh, ‘lec’h e konted e veze seblantoù ha tud varv o tont bep noz.

1944
Référence : EURW.1 p.120-121

Seblant glav edo. Lakaet ho poa ur c'helorn dindan an doenn. Dihuniñ a rit en noz, hag e klevit an tik tik tek disingal. N'eo ket c'hoazh goloet foñs ar c'helorn, a soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. - Ne baouez ket an tik tik tek tek... Betek ar beure... Ho kelorn oa toull !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 43, Anjela Duval

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux