Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Impl. dirak un av. 1. Bezañ ar stumm warnañ, diskouez bezañ. Seblantout a ra an dra-se bezañ kaer. Seblantout a reont bout marv. Ne seblante mui ma gwelet. 2. Tr. adv. WAR A SEBLANT : a-hervez. War a seblant ne chom mui mann ebet. HS. hañvalout. II. V. dibers. Seblantout d'ub. : kavout d'ub. Seblantout a ra din ez eo ar gwellañ doare da zont a-benn. Hervez a seblant din. III. V.k. A. V.k.e. 1. Gwiskañ neuz ub., udb. Ur paotr da seblantout ar mabig Jezuz. 2. Diouganañ. Kent ma sav ar brezel, kent ma kouezh ur gwall daol, an heol en deus o seblantet fidel. B. V.k.d. Seblantout ouzh : bezañ heñvel ouzh. Ur faouenn he-unan a seblant ouzh ur c'hoad gant he fennad barroù. HS. hañvalout. IV. V.g. (db. an traoù difetis) Bezañ anat. N'eus ket a zroug e kement-se, met ne seblanto ket a ziavaez. Ur saotr war ur pezh mezher du ne seblant ket ennañ.

Exemples historiques : 
21
Masquer la liste des exemples

Hogen hervez ar c'hronikoù, Maksentius en Rom ha Maksimius en Oriant a egzerse o ziranizi a-enep ar gristenien ha palamour d'an dra-se e seblant da ur re penaos dre zefot ar skriptored eo bezet lakaet Maksenti[us] e-lec'h Maksimi[us].

1576
Référence : Cath p27

List tud ar bed, pere pegement bennak ma seblantont bezañ bev, a zo kouskoude marv hervez an ene, list-o da sebeliañ o re varv; eme hon Salver en aviel.

1732
Référence : GReg pg (laissez aux morts le soin d') ensevelir (leurs morts, dit Jesus-Christ)

me a seblant din, penaos

1732
Référence : GReg pg avis (il m'est avis que, il me semble que)

Bilzig, pa wele an aotrou person, a lakae e zorn war e beñsoù, ha da redek : kavout a rae dezhañ, seblantout a rae dezhañ e c’houzañve ar wialenn war e groc’hen.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Seblantout a eure dezhañ, en mesk inoenn an tarzhioù-mor, gwelet peñseoù o tont d’an daze.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Seblantout a eure dezhi pa savas he daoulagad, penaos ar vamm he devoa un tammig troet he fenn evit sellet outi, evit trugarekaat mamm hini he devoa kement karet, mamm-gozh he bugelig, eus he c’harantez hag eus he madelezh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("bugelig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Hag ur youc’hadenn ! ur youc’hadenn ken euzhus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.

1925
Référence : BILZ2 p.152

Kement ha kement evelkent o deus chachet war ar grelink, seblantout a ra dezhe penaos an drag a zo diskrog.

1925
Référence : BILZ2 p.110

Met penaos dont a-benn eus ur seurt labour, a seblante graet en aner, peogwir e oa tonket ar brezhoneg da vervel, gouez d'an eskibien o-unan ?

1944
Référence : EURW.1 p56

Aon em boa da seblantout re zister e-mesk tud yaouank ken uhel.

1944
Référence : EURW.1 p47

Me a seblante ur c'holist en o mesk.

1944
Référence : EURW.1 p66

Seblantout a raent, gant o gwiskamantoù glazik, o brageier-bras, ar merc'hed gant o rokedennoù voulouzet, sterniet en-dro d'o c'hreiz, muioc'h breizhek a-ouenn eget ma c'henvroiz a Vro Boc'hêr.

1944
Référence : EURW.1 p75

Neuze, e taolis pled d’am c’hamarad gwele, ur c’hrennard blev melen, daoulagad glas, kroc’henet roz hep ur vlevenn, so[n]n ha gwevn, hag a seblante poltred Apollon e-unan.

1944
Référence : EURW.1 p.193

Eus a-bell e seblante ur gêr lien, savet e-kreiz ur gouelec'h.

1944
Référence : EURW.1 p.204

an holl a seblantas asantiñ d'am savboent

1972
Référence : BAHE niv. 75, p18

gwell washaour e seblantez bezañ

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.21

Ha seblantout a ra ne vije ket bet ar wech kentañ.

1985
Référence : DGBD p88

Ar peacekeeper-se, pe bazhvalan e brezhoneg, a sello deus a-bell [ouzh] emzalc'h un implijad a seblant klask un dra bennak evit skeiñ, peotramant c’hoazh ur poliser a gerzh buan war-zu ar stourmerien en ur sevel e benn-bazh.

2015
Référence : DISENT p110

Evel-se [gant bezañ hardizh] e vo miret ouzh goulennoù diaes a c’hallfe bezañ savet gant un den en degemer, ur vijil pe ur poliser bennak, dreist-holl ma seblantit bezañ e kreizig-kreiz ur gaozeadenn ouzh ho pellgomzer-hezoug…

2015
Référence : DISENT p74

Ar peurrest eus ar familh, ha Fanis da gentañ, a glask lakaat anezhi war he zu gant usreerioù a-seurt gant "al loc'hañ eo an diaesañ, Katerina" pe "dre forzh poaniañ eo e teuer a-benn", met Katerina ne seblant ket bezañ kendrec'het.

2015
Référence : EHPEA p19

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux